Skritell en em vodañ e Brest 2020/2021
Skritell en em vodañ e Brest 2020/2021 © Domaine public

Tennet div eurvezh war deir en eil derez, setu eta ar pezh a zo bet dibabet gant ar rektordi, penaos e vo graet evit derc'hel gant ul live deread e Diwan hag e lec'h all ?

Tennet div eurvezh war deir en eil derez, setu eta ar pezh a zo bet dibabet gant ar rektordi, penaos e vo graet evit derc'hel gant ul live deread e Diwan hag e lec'h all ?

Fuloret e oa bet kelennerien skolaj Diwan ar Releg abalamour d'al lizher kaset gant ar Rektordi. Biskoazh kemend all ! Blanquer a ra ar pezh ne oa ket bet graet james : tennañ, en un taol, o lavarout ne oa ket dav kelenn an danvez brezhoneg pa oa an hentenn Diwan "dre soubidigezh".

Manifestiñ a ranker ober neuze, c'hoazh hag adarre evit diskouez n'omp ket a-du e vefe, ur wech adarre, lakaet ar Vretoned hag ar pobloù all ba bro C'hall da wallgas ha da lazhañ o yezhoù dezho.

"Gwall baket e vo ar gelennerien brezhoneg ivez, pa welint o eurvezhioù-kelenn o koazhañ, pe gwashoc'h ch'oazh, pa gollint o fost. Stu ma c'houlennomp groñs ma vije dalc'het d'an teir eurvezh brezhoneg ar sizhun dre glasad, ha n'eo ket dre live", a c'houl ar gelennerien hag aozerien ar vanifestadeg.

Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....