Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
Stlennad aberzh "Breizhiz ar Bed"
Poaniet meurbet emañ Kevredigezh "Bretoned ar Bed" da gemenn deoc'h emañ aet a-drak d'an anaon e brezidant Pierre-Yves Connan d'an 3 a viz Du. Abaoe deroù ar bloaz 2003 e oa Pierre-Yves e karg ha bevañ a rae gant e familh e Bro-China... Labourat a rae evel ijinour e penn ur
pour Bretons du Monde le 9/11/05 19:01

Poaniet meurbet emañ Kevredigezh "Bretoned ar Bed" da gemenn deoc'h emañ aet a-drak d'an anaon e brezidant Pierre-Yves Connan d'an 3 a viz Du.

Abaoe deroù ar bloaz 2003 e oa Pierre-Yves e karg ha bevañ a rae gant e familh e Bro-China... Labourat a rae evel ijinour e penn ur skipailh e ti Microsoft Shanghaï abaoe 1998.

Plijout a rae Pierre-Yves d’an holl, ken hegarat, diskred hag oberiant ma oa. Setu perak e oa bet saouzanet ha mantret gant keloù e varv, skignet d’ar 5 a viz Du da Guzul-ren hor c’hevredigezh, an holl re hag o doa e anavezet, dre e gemennadennoù kaset eus Bro-China pe en ur gejañ anezhañ e miz gouere e Teillay (35) e-barzh e familh.

Piv ac'hanomp en dije kredet en deiz laouen-se ez aje ken prim e bro an Anaon hor mignon yaouank, ha ken yac'h d’ar mare, tri miz goude ?

Derc'hel e ra Kuzul-ren "Breizhiz ar Bed" da reiñ da anavezout d'e gerent, d'e wreg ha d'e vab, emañ, e anv an holl izili ha keneiled eus "Breizhiz ar Bed", tost dezho e-kreiz ar boan da vezañ kollet o faotr ker.

Rouedad ar Vretoned divroet, e Shanghaï peurgetket, a ray e seizh posupl evit sikour ar familh kement hag e vo ret d'hen ober.

Evit Breizhiz ar Bed (Bretons du monde-OBE) Jean Voruz, Sekretour war an aferioù etrebroadel, Breizhiz a vro-Helvetia

Vos 0 commentaires :
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 4 multiplié par 6 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons