Ar blez-mañ e kinnigo Ti Douar Alre 3 stal-labour "Gober e brezhoneg". Un digarez 'vo d'an dud d'en em gavout en un en-dro brezhonegour, da zeskiñ ha da eskemm traoù

Ar blez-mañ e kinnigo Ti Douar Alre 3 stal-labour "Gober e brezhoneg". Un digarez 'vo d'an dud d'en em gavout en un en-dro brezhonegour, da zeskiñ ha da eskemm traoù dre ar brezhoneg ha d'ober get ar yezh er-maez ag ar c'hentelioù-noz.

Stalioù-labour e brezhoneg
Stalioù-labour e brezhoneg Domaine public

Bez' vo :

ur stal-labour kanal kaset en-dro get Catherine Pasco, André Le Meut, Anjela Lorho-Pasco ha Jean-Paul Rieux.

ur stal-labour dañsal kaset en-dro get Dominig Bertrand.

hag unan gober àr-dro ar jardrin get Roger Morgan

3 fenn-devezh 4 euriad a yay d'ober pep hini ag ar stalioù-labour-mañ.

Priz : 60 ¤ (evit lakaat e anv d'ur stal-labour - 3 fenn-devezh).

Evit gouiet hiroc'h : pellgomzit d'ar 02 97 31 87 59, pe kasit ur postel da oliertidouaralre@gmail.com

Olivier Berson

Ti Douar Alre fonctionne officiellement depuis début 2013. Sa création a été rendue possible par l’engagement du Syndicat Mixte du Pays d’Auray à soutenir financièrement le projet pendant trois ans et la garantie du Conseil général du Morbihan et de la Région Bretagne d’y être attentifs. Son ambition est de fédérer les énergies (associations, individus…) pour promouvoir le patrimoine breton et proposer des animations en rapport avec lui tout au long de l’année : Bro Alre Gouil Bamdé (Un Automne Autrement), Gouel Breizh (Fête de la Bretagne), Sizhunvezh ar Brezhoneg, (Semaine du Breton), Mardis de la Dañs, Challenge Douar Alre, etc. En savoir plus