Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
Stal bzh: ul lec’hienn evit ar brezhoneg en ekonomiezh!
Ul lec’hienn internet nevez a zo war ziorren evit renabliñ an embregerezhioù a ra gant ar brezhoneg.
Kevredigezh Mignoned ar brezhoneg Par Mignoned ar brezhoneg le 26/04/19 10:28
:
Réalisation :

Ul lec’hienn internet nevez a zo war ziorren evit renabliñ an embregerezhioù a ra gant ar brezhoneg. Un ostilh e vo evit kavout embregerezhioù, kevredigezhioù ha strollegezhioù hag a ginnig servijoù e brezhoneg, kement hag evit lakaat war wel intruduoù an dud a-vicher evit ar yezh. Gant ar gevredigezh Mignoned ar brezhoneg eo e vez douget ar raktres abaoe 2017.

Daoust ma ‘z eo bihan bed ar brezhoneg, n’eo ket anat atav gouzout ez eus embregerezhioù hag a ginnig o servijoù e brezhoneg tro-dro deomp. Kavout ur preti, un artizan, ul labourer-douar hag a ra gant ar brezhoneg, setu pal Stal.bzh. Un arload a vo kinniget ivez evit ma vo aes an ostilh da implij war kement benveg, poellgomzer pe tablezenn.

Meur a live brezhoneg

E meur a zoare ez eus tu ober gant ar brezhoneg evel-just. D’ul live arouezel, gant anvioù produioù e brezhoneg, pe o souten ur gevredigezh lec’hel, dre skrid, dre gomz pe en ur ober gant ar yezh evit mont en-dro an embregerezh. Resisaet e vo kement-se war al lec’hienn gant an embregerezhioù o-unan. D’ar Sadorn 8 a viz Even e vo lañset ez-ofisiel al lec’hienn da vat e Langoned, da vare Gouel Broadel ar brezhoneg.

Enskrivañ embregerezhioù

Enlinenn emañ rak-lec’hienn Stal.bzh: dija. Mod-se e c’hell an dud a-vicher krouiñ ur gont hag enskrivañ o embregerezh. Pedat ‘z eus bet ouzhpenn 1 000 embregerezh o deus ul liamm gant ar brezhoneg da lakaat o anv. Kant embregerezh o deus krouet ur gont dija. A-bep seurt micherioù a vo kavet: grafourien, labourerien-douar, levrdioù, tredanerien, arzourien…

Arc’hantaouiñ a-stroll

Harpet e vez ar gevredigezh Mignoned ar brezhoneg gant Unvaniezh Europa evit ar raktres Stal.bzh, dre ar programm FEDER . Mod-se e vez arc’hantaouet 50% eus an dispignoù. Met n’eo ket trawalc’h evit kas ar raktres da benn. Setu perak e vez lañset hiziv ur c’houlzad arc’hantaouiñ a-stroll dre al lec’hienn Kengo! Tizhout 5 000 € eo ar pal kentañ, evit ma vo tu lañsañ al lec’hienn Stal.bzh d’an 8 a viz Even. Ma vo tizhet ar pal-se e vo klasket rastellat 10 000€ evit an arload Stal.bzh ivez, evit ma c’hello pep hini kavout en un doare aes gant ur poellgomzer stalioù a ra gant ar brezhoneg tro-dro dezhañ!

Ar pal zo dont a-benn da lañsañ Stal.bzh d'an 8 a viz Even, e-pad Gouel Broadel ar Brezhoneg:

Evit harpañ Stal.bzh:

Voir aussi :
logo
Mignoned ar Brezhoneg 3 straed al lezenn 56000 Gwened www.mignoned.bzh contact@mignoned.bzh 06 11 70 65 92
Gwelout pennadoù all Mignoned ar brezhoneg
Vos 0 commentaires :
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 9 multiplié par 3 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons