Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
Stajoù DABU ha DARE ha Brezhoneg
Salut deoc'h ha bloavezh mat ! Skrivan a ran deoc'h hiziv evit kinnig deoc'h tri staj stummañ e brezhoneg penn da benn ! An stajoù-se a c'hello talvezout da implijidi ar skolioù divyezhek (CES, CEC, CIE, Implijoù yaouank..) petraomant da yaouankizoù all…-(liseidi, studierien, skolaerien..) Ar stajoù-se vo sevenet gant UBAPAR ha gant
Erwann Denez pour An Oaled le 21/01/05 16:14

Salut deoc'h ha bloavezh mat !

Skrivan a ran deoc'h hiziv evit kinnig deoc'h tri staj stummañ e brezhoneg penn da benn ! An stajoù-se a c'hello talvezout da implijidi ar skolioù divyezhek (CES, CEC, CIE, Implijoù yaouank..) petraomant da yaouankizoù all…-(liseidi, studierien, skolaerien..) Ar stajoù-se vo sevenet gant UBAPAR ha gant tud boazet da labourat e metoù ar vugale e brezhoneg. (An Oaled, Kan an Douar, Chapel Nevez…).  An hini kentañ, prantad diazez an DABU [Bafa], a vo dalc'het e-kerzh vakañsoù Miz C'hwevrer, eus ar 13 betek ar 20 en Oaled e Treglonou.  An eil, prantad diazez an DARE [Bafd], a vo dalc'het e Treglonou e fin an hañv da zont, eus ar 04 betek an 12 a viz Gouere.  An trede, prantad diwezhañ an DABU, a vo dalc'het e fin ar vakañsoù bras, eus ar 26 betek an 31 a viz Eost e Kawan.

Mard eo ar pevare bloavezh e vez aozet stajoù DABU e brezhoneg penn da benn ez eo ar wech kentañ ma vo savet ur staj DARE.

Setu ma c'houlennomp diganeoc'h brudañ anezho.

Ma fell deoc'h gouzout hiroc'h pellgomzit pe da Fanny Chauffin, en UBAPAR 02 98 71 74 94 pe din, Erwann DENEZ en Oaled 02 98 04 17 15 / 06 03 07 44 84 Kenavo ha trugarez evit ho skoazell. Ma anavezit tud all a c'hellfe bezañ dedennet hel lârit din mar-plij evit ma vo kaset bruderezh dezho.

Erwann DENEZ Rener An Oaled

Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 9 multiplié par 8) + 2 ?

ABP

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons