
An distagadur hag ar pouez-mouezh en teatr gant Jean-Claude Ar Ruyet ha Bob Simon e Sant-Kadou
"Stajoù c'hoariva digor d'an holl" Digor d'an holl, komedianed amatour hag a-vicher, d'an dud o deus c'hoant dizoleiñ ar c'hoari pe mont pelloc'h ganti. Evit an eil bloavezh e kinnig ar c'hevread C'hoariva un heuliad tri staj war ar C'hoariva. Labouret e vo war ar c'han hag ar mod da lâr an traoù e brezhoneg en teatr. Liammet eo an tri staj an eil re gant ar re-all. Gwelloc'h eo kemer perzh e pep hini anezho met gallout a rit ober ur staj hepken pe zaou.Program an eil staj An distagadur hag ar pouez-mouezh en teatr gant Jean-Claude Ar Ruyet ha Bob Simon D'an 3-4 a viz Kerzu - Sant-Kadou (Sizun) - Jit Straed Ar Skol Ober anaoudegezh gant ar yezh komzet, he lusk hag he frozodiezh. Komz a vouezh uhel, evit bezañ komprenet mat, dre reiñ da glevet ur brezhoneg sklaer ha gwirion (na vo ket peget warnañ modell ar galleg) war ul leurenn. Kinnig a ra Jean-Claude Ar Ruyet peder reolenn da heuliañ evit an distagañ mat e brezhoneg, hag a vo lakaet e pleustr a-hed ar staj, gant poelladennoù, c'hoarioù, testennoù c'hoariva ha kanaouennoù.
Documents liés
-
23615_2
Kevredigezh C'Hoariva
Stajoù c'hoariva e brezhoneg
Commentaires (0)
Aucun commentaire pour le moment. Soyez le premier à réagir !