Nous n'utilisons pas de cookies sauf pour éviter de vous représenter ce message et, dans le cas des contributeurs, pour faciliter leur login. Vous êtes cité dans un article ? En savoir plus sur la loi RGPD et en particulier le droit à l'oubli.
Communiqué de presse
Staj : un dibenn-sizhun e brezhoneg d'an 13 ha d'ar 14 a viz Meurzh
Ar greizenn \"Ar Gorriganed\" er Poulgwenn (savadur \"Thalassa\") Ar greizenn \"Ar Gorriganed\" er Poulgwenn (savadur \"Marc\'h-mor\")
Evidoc'h, ho familh pe ho mignoned e vo kinniget gant ar gevredigezh "Kentelioù an Noz" ur staj brezhoneg e-pad un dibenn-sizhun d'ar Sadorn 13 ha d'ar Sul 14 a viz Meurzh, e kreizenn ar Gorriganed, er Poulgwenn (44).
Evidoc'h, ho familh pe ho mignoned e vo kinniget gant ar gevredigezh "Kentelioù an Noz" ur staj brezhoneg e-pad un dibenn-sizhun d'ar Sadorn 13 ha d'ar Sul 14 a viz Meurzh, e kreizenn ar Gorriganed, er Poulgwenn (44).
Ur staj 7 eurvezh kentelioù hag evit 4 live war 2 zevezh, abadennoù dudi ha predoù asambles... setu peadra da vont war-raok gant ho prezhoneg !
N'eo ket savet ar staj diwar an hentennoù implijet er c'hentelioù-noz : kaset e vo c'hoarioù ha sketchoù graet a-ratozh, gant stummerien a oar diouzh ar c'helenn d'an dud deuet.
Deuet mat e vo ar vugale etre 4 ha 12 vloaz ivez, Damaris, ar vuhezourez a raio war o zro e brezhoneg.
Ar programm :
D'ar Sadorn >> 1e30 : degemer / 2e-3e45 : kentel gentañ / 3e45-4e : ehan / 4e-5e30 : eil kentel / 6e30-7e : dañs ha kanaouennoù / 7e-8e30 : koan / 9e : beilhadeg.
D'ar Sul >> 8e30-10e : lein / 10e-12e : trede kentel / 12e-12e30 : kanaouennoù / 12e30-1e30 : merenn / 1e30-3e30 : pevare kentel / 3e30-4e : adverenn evit echuiñ gant ar staj.
Al lec'h : 13 bali ar Golf er Poulgwenn, kreizenn vakañsoù ha dudioù « Ar Gorriganed » (sellit ouzh ar luc'hskeudennoù). E Sant-Nazer, kit gant hent Gwenrann hag hent Ar Poulgwenn. Eus an ti-gar, kit gant hent Bourc'h-Baz/Ar Groazig a-hed an aod. E traoñ ur c'hastell-dour emañ ar greizenn.
Ar priz : - Staj 2 zevezh + pañsion klok : 65 €. Priz izel : 45 € (studierien, tud dilabour). Prizioù a vo kinniget ivez d'ar c'houbladoù ha d'ar familhoù enskrivet d'ar staj. - Staj 2 zevezh + pred hep bod : 55 €. - Staj 1 devezh + ur pred : 45 €. - Buhezerezh/bugel 1 devezh : 15 €. - Buhezerezh/bugel 2 zevezh : 40€ (pred pe/gant bod).
Titouroù hag enskrivadur : Da aesaat aozadur ar staj, trugarez deoc'h da lakaat hoc'h anv an abretañ ar gwellañ da : kann@netcourrier.com pe 02 40 20 39 74.
Ronan Herve
pour Kentelioù an Noz
22/02/2010
15:14:00
Commentaires (0)
Aucun commentaire pour le moment. Soyez le premier à réagir !
Laisser un commentaire
Règles des commentaires
Respectez la langue de l’article (FR ⇄ BR).
Pas d’attaques personnelles, de propos haineux, de doxxing ni de trolling.
Respectez la loi : pas de diffamation, propos haineux (racisme, sexisme, homophobie…), négationnisme, apologie de crimes/actes violents, harcèlement ou incitation à la haine/violence.
La rédaction peut publier, refuser ou retirer tout commentaire à sa discrétion, y compris lorsque l’auteur de l’article a déjà modéré (sur ABP les auteurs sont les modérateurs).
En continuant, vous confirmez avoir lu et accepté ces règles.
Commentaires (0)
Aucun commentaire pour le moment. Soyez le premier à réagir !