Publié le 27/10/17 17:17 -- mis à jour le 00/00/00 00:00
Chom a ra pemp plas evit ar staj aozet d'ar gwener 4 a viz Du ba skol Diwan Kemperle etre 10e vintin ha 5e noz.
Ampart e brezhoneg (soutenet un dezenn gantañ e skol Veur Roazhon 2), stummer e meur a staj brezhoneg, piv a oar eo Yann Klaod un den ampart war arz ar margodennoù ? Piv en deus gwelet abadennoù an teir askolenn, pa veze aozet troiadoù e skolioù Diwan (pa oa c'hoariet an hevelep pezh c'hoari e galleg evit ... 30 000 bugel !). Ul levrig da heul evit lenn an istor, istorioù simpl evit ar re vihan, gant margodennoù brav...
Setu, evit kenderc'hel gant arz ar margodennoù ha ne vezont ket gwelet kalz war al leurennoù (Strollad Kallag gant Luduennig, ha setu tout, gwechall e oa "Fanch al laer" Marivonig Berthou a zo bet enrollet hag embannet dindan stumm ul levr ivez), setu ur stummadur evit an holl, etre 9 ha 99 vloaz, gant doare da labourat gant ar margodennoù da vintin, ha goude merenn (da bep hini da gas peadra da evañ ha da zebriñ), ijinet e vo istorioù, sketchoù a vo filmet. Peadra da labourat war lerc'h gant bugale, tud deuet e kentelioù noz...
Evit lakaat hoc'h anv (8 euro evit an asurañs) : 06 79 14 96 87
Fanny Chauffin
- Nicole ar Vourc'h hag ar c'hoariva : an nerzh da reiñ penn kentañ ar preder par Kerne Multimédia le 13/10/2021
- Youenn Gwernig gant skipailh Ar Vro Bagan : ul labour ramzel ! par Kerne Multimédia le 12/10/2021
- Goulc'han Kervella, skrivagner, c'hoarier, leurennier, daneveller par Kerne Multimédia le 11/10/2021
- Les Rias : une très belle édition 2021 par Kerne Multimédia le 30/08/2021
- Festival Teatr Brezhonek par C'Hoariva le 11/10/2018
- Gant Goulc'han Kervella, c'hoariva ha plijadur e brezhoneg par Kerne Multimédia le 06/01/2018
- Margodennoù : evit ar vugale, emit-hu ? par Kerne Multimédia le 04/11/2017
- Nerzh krouiñ Kris Menn par Kerne Multimédia le 24/09/2017