Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Agenda -
Staj C'hoariva war ar prim
STAJ C'HOARIVA WAR AR PRIM e-kerzh trede Festival Teatr Brezhonek C'hoant ho peus dizoloiñ ar c'hoariva war ar prim pe wellaat o live c'hoari evit mont pelloc'h ganti ? Deuit 'ta d'ar
Kevredad C'Hoariva Par C'Hoariva le 27/09/12 20:38
27549_1.jpg

STAJ C'HOARIVA WAR AR PRIM

e-kerzh trede Festival Teatr Brezhonek

C'hoant ho peus dizoloiñ ar c'hoariva war ar prim

pe wellaat o live c'hoari evit mont pelloc'h ganti ?

Deuit 'ta d'ar staj-mañ,

Ha bevit un dibenn sizhun c'hoariva e brezhoneg penn-da-benn !

Pal ar staj ? Labourat war deknikoù ar c'hoariva war ar prim diwar bleustradegoù ha c'hoarioù.

Evit ar re o do c'hoant e vo kinniget ur c'hrogadig impro a-benn c'hoari dirak arvestourien e-kerzh un endervezh c'hoariva.

Pegoulz ? D'ar Sadorn 6 (10e-5e) ha d'ar Sul 7 (9e-12e30) a viz Here 2012

+ endervezh C'hoariva d'ar Sul.

Pelec'h ? E Sal ar Roudour e Sant-Martin-war-ar-Maez ('kichen Montroulez)

Gant piv ? Nicolas Amaury deus Emglev Bro an Oriant

Pegement ? 40 €

Lakaat ho anv ha titouroù :

choarivabrezhonek [at] gmail.com 06 38 78 35 15

Priz gant mont-e-barzh abadennoù ar Festival Teatr Brezhonek da lâret eo : Yerma gant Teatr Penn-ar-Bed (Sadorn noz) e Teatr Montroulez, ha d'an endervezh C'hoariva (d'ar Sul) Sal ar Roudour (Strollad Plougin ha Strollad Landi).

Ma n'och ket ezel eus "C'hoariva" pe o kemer perzh en ur strollad ezel eus C'hoariva e rankoc'h paeañ ar skodenn : 10 €.

Ar priz-mañ eo hep ar boued nag an nozvezh.

Evit ar re a zo o chom pell e vo kinniget ar bod en ul lec'h bennaket e-kichen Montroulez.

Voir aussi :
E miz Mae 2005 e oa bet savet ar gengevredigezh C’Hoariva a-benn reiñ lañs d’ar c’hoariva brezhonek. Bodet e vez enni strolladoù c’hoariva ha kentelioù c’hoariva er skolioù, skolajoù pe liseoù.
Gwelout pennadoù all C'Hoariva
Vos 0 commentaires :
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 0 multiplié par 6 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons