Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
désolé cette photo n'existe plus
- Agenda -
Staj c'hoariva - Teknikoù c'hoariva war ar prim
D'an 13 viz Ebrel 2013 e Ti ar C'hevredigezhioù An Oriant Evit piv? Evit an holl met ret e vo deoc'h distripañ un tamm brezhoneg memestra ! C'hoant ho peus da vezañ komedian ha leurenniñ ho istorioù?
Kevredad C'Hoariva Par C'Hoariva le 3/04/13 16:59

13 avril 2013 à la Maison des Associations de Lorient

EVIT PIV ? Evit an holl met ret e vo deoc'h distripañ un tamm brezhoneg memestra !

C'hoant ho peus da vezañ komedian ha leurenniñ ho istorioù ?

Fellout a ra deoc'h ober c'hoariva hep deskiñ testenn ebet ?

C'hoant ho peus bevañ un dro-gaer hag eskemm gant tud all ?

En em gavout a ra brav ! Ar staj-mañ zo evidoc'h.

PAL Dizoloiñ diazezoù ar c'hoari war ar prim.

Deskiñ selaou gwelloc'h, brasaat an evezh ha kavout e blas war al leurenn.

Deskiñ kaout fiziañs o c'hoari dirak tud.

PROGRAM Ober anaoudegezh (mod c'hoarioù)

Diazez an impro

C'hoarioù ha pleustradennoù tro dro d'ar c'hoari war ar prim

Kregiñ gant ar c'hoariva war ar prim dre sketchoù bihan

Krogadig impro etrezomp

Bilañs buan ha buan

STUMMER : NIKOLAS AMAURY

Nikolas a ra C'hoariva war ar prim e galleg abaoe 4 bloaz. C'hoari a ra er strollad GIGN (La Guilde d'Improvisation Guidéloise Nomade !).

Labour a ra evit Emglev Bro An Oriant. Boaz eo da vuheziñ strolladoù tud.

Plijadur a vo gantañ sur eo !

PRIZ 20 ¤ an devezh - 10¤ arrez evit lakaat ho anv

15¤ evit an dud dilabour hag ar studierien – 5¤ arrez evit lakaat ho anv

Ma n'oc'h ket 'barzh ur strollad ezel deus C'hoariva e vo ret deoc'h paeañ skodenn 2013 ar gevredigezh : 10 ¤

LAKAAT HO ANV HA TITOUROÚ

choarivabrezhonek [at] gmail.com

06 38 78 35 15

Staj aozet gant ar gevredigezh C'hoariva - www.teatr-brezhonek.org

Voir aussi :
Vos 0 commentaires :
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 9 multiplié par 9 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons