Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Agenda -
Staj C'hoariva Forom - Teatr ar re wasket
"Staj e brezhoneg war teknikoù an teatr forum" e Presbital kozh Landelo (29), d'ar 6 ha 7 a viz even 2015 C'hoariva hag ar strollad Paritito a ginnig deoc'h un eil staj
Kevredad C'Hoariva Par C'Hoariva le 29/05/15 19:48

"Staj e brezhoneg war teknikoù an teatr forum"

e Presbital kozh Landelo (29), d'ar 6 ha 7 a viz even 2015

C'hoariva hag ar strollad Paritito a ginnig deoc'h un eil staj war teknikoù an teatr forum (teatr ar re wasket) d'ar 6 ha 7 a viz Even 2015 e Presbital Kozh Landelo.

Pal ar staj a zo dizoleiñ mont-endro an teatr forum e korf un dibenn-sizhun. Er staj-mañ e vo labouret war un tem : implij gwir ar brezhoneg el lec'hioù foran hag er vuhez prevez. Setu amañ da heul un nebeut goulennoù ha boued preder araok kregiñ ganti : daoust hag omp lib da implij ar yezh faot deomp e pep lec'h ? Betek peseurt poent ? Daoust e cheñch yezh-mañ-yezh hon darempredoù sokial e keñver ar re all ? Penaos ? Peseurt mod darempredoù etre ar re a oar hag ar re ne oar ket ? Penaos deskiñ ar yezh pa ne fell ket d'ar re all kaojeal ganeomp ? Ha perak e rafent ?

Evel m'emañ boaz e c'hoariva ar re wasket e labourimp gant hon istorioù dastumet er vuhez gwir. Fent a vo, eus e vo !

Stummerezed : Mélanie Giotto, Anael Guyomarc'h ha Mai Lincoln, eus strollad Paritito.

Priz ar staj :

80¤ an dibenn sizhun / 40¤ arrez

60¤ evit studierien pe dud dilabour / 20¤ arrez

Ma n'och ket ezel eus C'hoariva pe o kemer perzh en ur strollad ezel eus C'hoariva e rankoc'h paeañ ar skodenn : 10 ¤.

'Barzh ar priz-mañ : bod ha boued e Presbital kozh Landelo evit ar Sadorn noz.

Da gas ganeoc'h : boued evit an dijuni hag ar predoù kreisteiz + ur sac'h kousket.

Evit gouzout hiroc'h ha/pe lakaat ho anv : 06 38 78 35 15 pe choarivabrezhonek [at] gmail.com

Voir aussi :
Vos 0 commentaires :
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 4 multiplié par 8 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons