Publier Publier avec l'IA S'accréditer S'abonner à une newsletter Faire un don
Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
Politique La réunification Economie Agro Mer Environnement Vidéos
photo
- Agenda -
staj c'hoariva 3
"Stajoù c'hoariva digor d'an holl" Digor d'an holl, komedianed amatour hag a-vicher, d'an dud o deus c'hoant dizoleiñ ar c'hoari pe mont pelloc'h ganti. Evit an eil bloavezh e kinnig ar c'hevread
Par Kevredad C'Hoariva pour C'Hoariva le 24/10/11 12:23

\"Stajoù c\'hoariva digor d\'an holl\"

Digor d\'an holl, komedianed amatour hag a-vicher, d\'an dud o deus c\'hoant dizoleiñ ar c\'hoari pe mont pelloc\'h ganti.

Evit an eil bloavezh e kinnig ar c\'hevread C\'hoariva un heuliad tri staj war ar C\'hoariva. Labouret e vo war ar c\'han hag ar mod da lâr an traoù e brezhoneg en teatr.

Liammet eo an tri staj an eil re gant ar re-all. Gwelloc\'h eo kemer perzh e pep hini anezho met gallout a rit ober ur staj hepken pe zaou.

\"PROGRAM AN TREDE STAJ\"

\" AR GOMZ HAG AR C\'HAN, Deus ar choari d\'ar c\'han, deus ar c\'han d\'ar c\'hoari\" gant Nolwenn Korbell

D\'an 21-22 a viz Genver 2012 – Molan - Kreizenn sevenadurel An Ellipse (Festival Taol Kurun)

Ar c\'homedian a-wechoù \'n dez da c\'hoari ha da ganañ er memes pezh c\'hoari. Penaos tremen d\'ur c\'hoari komzet, d\'ur c\'hoari kanet ?

O c\'houzout e ranker chom ar memes tudenn, o c\'houzout e ranker dec\'hel evez an dud a-hed an amzer, o c\'houzout e c\'hoarvez un dra disheñvel pa ganer.

Penaos mestroniañ hag asumiñ ar mod iskis ha sañset \"dinaturel\"-se ?

An teknikoù implijet vo tamm pe damm ar memes re \'vit reoù ar staj kentañ, mui poelladennoù war ar c\'hoari hag an ijin.

Labouret vo war tammoù pezhioù c\'hoari (dibabet en a-raok asambles gant ar stajidi) ha vo lakaet enno kanaouennoù a gloto gant digouez hag istor an taolennoù eveljust.

Document PDF . Source :C'hoariva
Voir aussi sur le même sujet :
Share on LinkedIn Partager sur LinkedIn
E miz Mae 2005 e oa bet savet ar gengevredigezh C’Hoariva a-benn reiñ lañs d’ar c’hoariva brezhonek. Bodet e vez enni strolladoù c’hoariva ha kentelioù c’hoariva er skolioù, skolajoù pe liseoù.
[ Gwelout pennadoù all C\'Hoariva]
Vos 0 commentaires
Commenter :

Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 7 multiplié par 6) ?

ABP

Agir

Nous suivre

2003-2025 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons