Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Agenda -
staj c'hoariva
Stajoù c'hoariva digor d'an holl Digor d'an holl, komedianed amatour hag a-vicher, d'an dud o deus c'hoant dizoleiñ ar c'hoari pe mont pelloc'h ganti. Evit an eil bloavezh e kinnig ar c'hevread
Kevredad C'Hoariva Par C'Hoariva le 24/10/11 12:12

Stajoù c'hoariva digor d'an holl

Digor d'an holl, komedianed amatour hag a-vicher, d'an dud o deus c'hoant dizoleiñ ar c'hoari pe mont pelloc'h ganti.

Evit an eil bloavezh e kinnig ar c'hevread C'hoariva un heuliad tri staj war ar C'hoariva. Labouret e vo war ar c'han hag ar mod da lâr an traoù e brezhoneg en teatr.

Liammet eo an tri staj an eil re gant ar re-all. Gwelloc'h eo kemer perzh e pep hini anezho met gallout a rit ober ur staj hepken pe zaou.

PROGRAM AR STAJ KENTAÑ

AR C'HAN, Ar c'homedian o kanañ gant Nolwenn Korbell

D'an 12-13 a viz Du - Douarnenez - Ty ar Yaouankiz hag ar Sevenadur

Petra eo kanañ ur ganaouenn war ul leurenn ?

N'eus ket nemet ar vouezh, ar gourlañchenn, ar beg, ar muzelloù, ar penn o labourat, met tout ar c'horf hag ar spered.

Lakaet vo ar pouez war ar mod da "interpretiñ" ur ganaouenn. Labourat warni 'giz ma vefe ur "monologue" kanet 'benn ar fin.

Evit hen ober e vo ret labourat teknikoù ar c'han, gant poelladennoù war an anal, ar son, ar vouezh, an distignañ (relaxation).

Poelledennoù 'vo ivez evit dizoleiñ sonioù disheñvel ar vouezh, evit kanañ just, kanañ a-stroll, improvisañ.

Goulennet vo gant ar stajidi dont gant 2 ganaouenn (ma zo muioc'h, gwel a-se) anavezet dre eñvor ganto.

Document PDF 23614_2.pdf Kinnig ar stajoù. Source : C'hoariva
E miz Mae 2005 e oa bet savet ar gengevredigezh C’Hoariva a-benn reiñ lañs d’ar c’hoariva brezhonek. Bodet e vez enni strolladoù c’hoariva ha kentelioù c’hoariva er skolioù, skolajoù pe liseoù.
Gwelout pennadoù all C'Hoariva
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 6 multiplié par 0 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons