Ar Staj brezhoneg hañv Ar Falz a vo displeget ar bloaz-mañ el lise Diwan Plijidy adalek ar 16 a viz Eost betek an 20. Gant ar c'hentelioù, ar stalieroù, ar c'han ez eus tu da bep-heni da zeskiñ, da beurzeskiñ pe da wellaad e vrezhoneg. Klask a reomp ober gant ar brezhoneg ar muiañ ar gwellañ. Ur

Ar Staj brezhoneg hañv Ar Falz a vo displeget ar bloaz-mañ el lise Diwan Plijidi adalek ar 16 a viz Eost betek an 20.

Petra eo staj Ar Falz ?

Ur staj yezh

Gant ar c'hentelioù, ar stalieroù, ar c'han ez eus tu da bep-heni da zeskiñ, da beurzeskiñ pe da wellaad e vrezhoneg. Klask a reomp ober gant ar brezhoneg ar muiañ ar gwellañ.

Ur staj sevenadur

Dre ar baleadennoù, an diskouezadegoù hag an divizoù diouzh an noz, e kavo kement heni un tañva eus sevenadurioù ar vro : istor, lennegezh, buhez an dud...

Mont pelloc'h gant ar yezh

Ouzhpenn al liveoù a vez kavet e kement staj brezhoneg zo, e kennig Ar Falz ul live uhelloc'h, d'ar studierion ha d'an danvez kelennerion. Eno gant alioù kelennerion a-dres, e vez studiet testennoù lennegel, kazetennerezh, pe c'hoazh poentoù yezhadur resis (fazioù gwraet gant an nevez-vrezhonegerion, liveoù ha stummoù yezh, hag a beb sort...)

Ar c'hentelioù

1 - Deraouerion

2 - Peuzderaouerion

3 - Pleustriñ war ar yezh

4 - Evit mont pelloc'h

Ar stalieroù

1 - Skrivañ romantigoù

2 - Kanal (kanañ) e brezhoneg

3 - Sanadur a vouezh uhel

4 - C'Hoarioù hengounel

Priz ha titouroù all

Kentelioù, bod ha boued En oll : 210 €

Familhoù adaleg 3 a dud Distaol : 25 %

Kamproù 'zo er greizenn; n'ankouait ket digas ur sac'h-kousket hag ul liñser-golo da lakaat war ar gwele.

Tu a vo da arruoud d'ar sul d'enderw-noz (ne vo ket alejet koan) ha moned kuit d'ar sadorn da vitin (goude lein) heb muioc'h a zispign.

Muioc'h a ditouroù gant

Jean-Claude Le Ruyet

postel : kly.leruyet@orange.fr

Enskrivadur

Sekretourva :

Ar Falz / Skol Vreizh

41 kae Leon

29600 Montroulez

 skol.vreizh@wanadoo.fr

Tél: 02 98 62 17 20

Pe kasit ar follen-enskrivañ-mañ d'ar sekretourerezh.

Jean-René Le Quéau

La ville de Morlaix abrite depuis plus de 25 ans un des plus actifs éditeurs de Bretagne. En effet, les Éditions Skol Vreizh ou l\\\'École bretonne publient chaque année une quinzaine de titres : livres, revues, disques, et cassettes.

En savoir plus