- Conference -
Staj brezhoneg gant Yann Gerven disadorn
Digoust ha digor d'an holl o deus c'hoant mont war raok gant ar brezhoneg skrivet
Par Fanny Chauffin pour ABP le 20/06/12 16:57
Difaziet o doa daou viz' zo 65 frazenn direizh kavet gant Yann e kelaouennoù ar vro : al Liamm, Ya, da skouer.
Un digarez evit adwelout reolennoù diazez ar brezhoneg, ha distreiñ d'ar brezhoneg komzet evit kompren mat stummoù n'int ket eus ar re wellañ. Daouzek e oant ar wech paseet. Evit lakaat hoc'h anv ; afea [at] laposte.net
Etre 10e hag 1 eur goude merenn, pred en ostaleri Karaez posubl o kelaouiñ a-raok d'an niverenn da heul : 06 79 14 96 87
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....