"Deomp d'ar playa ! Bamos d'an draezhenn, ho ho ho !" Kinnig a ra ar gevredigezh Kentelioù an Noz ur dibenn-sizhun staj er greizenn "Les Korrigans" er Poulgwenn d'ar Sadorn 15 ha d'ar Sul 16 a viz Meurzh 2008. Peder c'hentel evit pevar live studi war daou zevezh !

\"Deomp d\'ar playa ! Bamos d\'an draezhenn, ho ho ho !\"

Kinnig a ra ar gevredigezh Kentelioù an Noz ur dibenn-sizhun staj er greizenn \"Les Korrigans\" er Poulgwenn d\'ar Sadorn 15 ha d\'ar Sul 16 a viz Meurzh 2008.

Peder c\'hentel evit pevar live studi war daou zevezh ! Peadra da reiñ startijenn d\'an deskiñ brezhoneg en un aergelc\'h a blijadur, fest hag etreoberiat. N\'eo ket harpet hot stajoù war an hentennoù implijet en hor c\'hentelioù met war c\'hoarioù, sketchoù hag obererezhioù savet a-ratozh-kaer.

Priz ar staj etre 45 ha 65 €. Bod ha boued kinniget. Ar greizenn dudi ha vakañsoù \"Les Korrigans\" zo d\'an 13 bali ar Golf er Poulgwenn. Gallout a reer lakaat e anv betek ar Sadorn 8 a viz Meurzh. Titouroù hag enskrivadurioù : kann@netcourrier.com pe 02 40 20 39 74. Ar pezh-stag a c\'hellit ivez pellgargañ, leuniañ ha degas deomp d\'ar chomlec\'h da heul : Kentelioù an Noz - 10 straed ar Bourget - 44000 Naoned.

Da 4 eur e vo echu ar staj d\'ar 16 a viz Meurzh a-benn ma c\'hallo pep hini mont da votiñ.

Documents liés