Staj brezhoneg e Pornizh e 2015
Staj brezhoneg e Pornizh e 2015

Ur staj brezhoneg e Pornizh war tem ar vorlaeron ?! Evidoc'h an hini eo ! Pirates ! ​E miz C'hwevrer e vo aozet an dibenn-sizhun staj brezhoneg gant Kentelioù an Noz.

Ur staj brezhoneg e Pornizh war tem ar vorlaeron ?! Evidoc'h an hini eo ! Pirates !

​E miz C'hwevrer e vo aozet an dibenn-sizhun staj brezhoneg gant Kentelioù an Noz. Evel warlene, hag evit ar wech diwezhañ, e vo graet e Feunteun ar Vretoned e Pornizh, d'ar Sadorn 27 ha d'ar Sul 28 a viz C'hwevrer.
Tro ho po d'adwelout ho parregezhioù ha da vont pelloc'h gant ar yezh, c'hoari, dañsal, kanañ e brezhoneg, ha kejañ gant brezhonegerien ! Plijadur a vo, penn da benn !En ul lec'h dreistordinal e tremenoc'h un dibenn-sizhun leun a souezhadennoù !

Digor d'an holl eo ar staj : deraouidi, deskidi ha brezhonegerien ampart. Bemdez e vo kinniget deoc'h 3 c'hentel pe obererezh e brezhoneg. Hag ouzhpenn e vo degemeret gant plijadur ho pugale : kinniget e vo obererezhioù a bep seurt dezho e brezhoneg, evel just !

Prizioù evit an dud deuet :

- An dibenn-sizhunvezh (an holl bredoù hag an nozvezh war al lec'h) : 90€ priz leun, 70€ priz bihanaet
- Un devezh (gant ar pred) : 40€ priz leun, 35€ priz bihanaet
Ret eo emezelañ d'ar gevredigezh (15€).

Prizioù evit ar vugale :

  • An dibenn-sizhunvezh (an holl bredoù hag an nozvezh war al lec'h) : 40€.
  • Un devezh (gant ar pred) : 10€.

Diwallit ! Betek an 19 e vo degemeret hoc'h enskrivadurioù, d'an diwezhatañ tout. Trugarez deoc'h en a-raok !

Evit kaout ar fichenn enskrivañ kit war www.breton-nantes.org