Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Agenda -
Staj brezhoneg e Pornizh d'an 9 ha d'an 10 a viz C'hwevrer
Bep bloaz e vez aozet gant Kentelioù an Noz ur staj brezhoneg war an aod e-pad un dibenn-sizhun. Tro ho po d'adwelout un tammig ha mont pelloc'h gant ar yezh,
Ronan Herve Par Kentelioù an Noz le 9/01/13 17:43

Bep bloaz e vez aozet gant Kentelioù an Noz ur staj brezhoneg war an aod e-pad un dibenn-sizhun.

Tro ho po d'adwelout un tammig ha mont pelloc'h gant ar yezh, met ivez kejañ gant brezhonegerien all, ober anaoudegezh gant obererezhioù e brezhoneg, ha tremen un dibenn-sizhun war vord ar mor. E-pad ar staj e vez heuliet kentelioù brezhoneg, dañset, kanet, sonet, c'hoariet mod hengounel, c'hoarziet, kaozeet ha debret mat.

Evit an holl deskidi eo ar staj, deus al live kentañ betek al live uhelañ. Ar berzhidi a zeu deus Liger-Atlantel, met ivez deus departamantoù all ha deus rannvroioù all zoken. Da gustum e vez tegemeret tud eus Il-ha-Gwilen, Morbihan, Vañde, Maine-ha-Liger.

Degouezhout a raio ar staj d'an 9 ha d'an 10 a viz C'hwevrer 2013. An degemer a vo d'ar Sadorn mintin, hag ar staj a echuo d'ar Sul fin an abardaez. Evit ar staj-mañ e vo degemeret ar strollad e kreizenn dudi Séjour Plein Air, e Feunteun ar Vretoned e Pornizh. Ar greizenn a zo tost-tre ouzh ar mor. Al lec'h a zo dreist, sioul, gant ur gwel dispar.

Hag evit ar vugale? Rakwelet en deus ar gevredigezh pep tra : obererezhioù a vo graet gant ar vugale pa vo an dud er c'hentelioù. Er priz evit ar vugale ez eus ar predoù, ar c'housket evit ar re a chom e-pad tout en dibenn-sihzun hag an obererezhioù.

Er priz evit an dud deuet ez eus ar predoù, ar c'housket evit ar re a chom e-pad tout en dibenn-sihzun, ar c'hentelioù brezhoneg hag an obererezhioù :

evit an dibenn-sizhun, 70€ priz leun, 60€ priz bihanaet. 35€ evit ar vugale.

evit un devezh gant predoù, 35€ priz leun, 30€ priz bihanaet. 15€ evit ar vugale.

Digor eo an enskrivadurioù. Kit e darempred gant Kentelioù an Noz evit lakaat hoc'h anv pe goulenn titouroù ouzhpenn.

Document PDF enskrivadur_pornizh.pdf Fichenn enskrivadur. Source : Kentelioù an Noz
Voir aussi :
logo
Ur gevredigezh stummañ an dud deuet d\\\'ar brezhoneg eo Kentelioù an Noz. El Liger-Atlantel e kas e obererezhioù.
Gwelout pennadoù all Kentelioù an Noz
Vos 0 commentaires :
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 8 multiplié par 8 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons