Laouen eo Kalon Plouha o kinnig deoc'h he Staj "Eost 2008" : e Plouha (skol gentañ-derez / bali Laenneg) eus ar 4 d'an 9 a Eost 2008, kentelioù brezhoneg war 4 live gant Sedrig Laur ha Lan Tangi (Roudour), Mari-Jo ar Rouz, Fañch Roy ha Tomaz Jacquet ; pe stal c'hoariva gant Bob Simon.
Ouzhpenn-se abadennoù liesseurt, prezegennoù, kerzhadennoù, beilhadegoù... 150 Euro / ar sizhunvezh (120 evit ar re zilabour, ha distaol 20 Euro evit ar re bet er staj warlene) + 25 Euro / 4 merenn (kemeret a-gevret war al lec'h).
Dre genemglev gant Roudour e vo gallet lakaat ar staj war goust stummadur dibaouez ho embregerezh (evit al liveoù 2 ha 3).
Titouroù ha paperenn enskrivañ (da adkas dre ar post) a vo kavet war : www.kalon-plouha.bzh.bz pe dre bostel da : kalon.plouha(AT)wanadoo.fr, pe dre bellgomz d'ar 02 96 22 49 79.
Evit gouzout hiroc'h diwar-benn hor staj : (voir le site)