Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
Staj brezhoneg e-kichen Redon
Dibenn sizhun staj brezhoneg Pol brezhoneg Skol An Emsav, a aoz ur staj d'an daoulamm evit deskiñ pe beurzeskiñ brezhoneg adalek ar Sadorn 25 a viz Du da 2e abardaez betek ar Sul 26 a viz Du 2006 da 6e noz e kreizenn TI KENDALC'H – ST VISANT AN OUD (10 km eus
Par pour SKOL AN EMSAV le 13/11/06 17:35

Dibenn sizhun staj brezhoneg

Pol brezhoneg Skol An Emsav, a aoz ur staj d'an daoulamm evit deskiñ pe beurzeskiñ brezhoneg

adalek ar Sadorn 25 a viz Du da 2e abardaez betek ar Sul 26 a viz Du 2006 da 6e noz e kreizenn TI KENDALC'H – ST VISANT AN OUD (10 km eus Redon)

Staj gant bod ha boued, evit 5 live : deraouidi tout da live 4

Pevarzek eurvezh kelenn a vo kinniget, ha pep strollad a vo kemeret e karg gant daou gelenner. An hentenn « Brezhoneg Oulpan » a vo implijet e-pad ar staj, evit lakaat an deskerien da gomz ar muiañ ar gwellañ. Ur buhezour, gantañ ar BAFA, a gemero e karg bugale ar stajidi adalek 3 bloaz. Diouzh ar Sadorn da noz goude ar c'hentelioù, e vo pedet an holl deskerien da zañsal pe da seniñ (hervez o barregezhioù…) hag d'en em adkavout tro d'ar siminal evit ur veilhadeg.

85€ evit an dud gopret / 65€ evit an dud dilabour hag ar studierien / 40€ evit ar vugale Aozet e vo un emgav evit ar c'hirri o loc'hañ eus Roazhon.

Follenn enskrivañ da voulañ war al lec'hienn : perso.wanadoo.fr/skol.an.emsav

Titouroù hag enskrivadurioù : Pol brezhoneg Skol an emsav - 25 rue Pierre Martin 35000 ROAZHON 02 99 38 75 83 sae.bzh [at] wanadoo.fr

logo
Skol an Emsav: kentelioù noz e Roazhon hag e Bro-Roazhon, stajoù sizhuniek, stajoù hañv, kentelioù emzeskiñ, stummadurioù hir e Roazhon hag e St Ervlan, kelaouenn viziek hollvrezhonek Bremañ, hentennoù brezhoneg.
[ Gwelout pennadoù all SKOL AN EMSAV]
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 8 multiplié par 1) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

  • newsletters Newsletters
  • rss Flux RSS - français
  • rss Flux RSS - breton
  • facebook ABP sur Facebook
  • twitter ABP sur X
  • youtube Chaîne Youtube ABP
  • Le blog du site web
  • 2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons