E-pad an hañv e kinnigo KEAV div sizhunvezh staj, eus ar 5 betek an 11 a viz Gouere, hag eus ar 12 betek an 18 a viz Gouere e Lise ar Stêr Aon e Kastellin

62vet Skol Hañv aozet gant KEAV


E-pad an hañv e kinnigo KEAV div sizhunvezh staj, eus ar 5 betek an 11 a viz Gouere, hag eus ar 12 betek an 18 a viz Gouere e Lise ar Stêr Aon, (Lise al Labour-Douar ha Liorzhouriezh), e Kastellin. Distag eo an div sizhun an eil diouzh eben ; bez e c'hell ar stajidi dibab dont da unan anezho nemetken pe d'an div. A-hed ar sizhun e vez ar vuhez e brezhoneg penn da benn. Ouzhpenn ar c'hentelioù e c'hell ar berzhidi heuliañ obererezhioù a bep seurt : kaozeadennoù, kan, darempredoù gant tud eus ar vro, pourmenadennoù, c'hoariva, beilhadegoù... Un doare da vont war-raok buan-tre ha d'en em voazañ d'ober gant ar brezhoneg a-hed an amzer. E-kerzh an div sizhunvezh e c'hello ar stajdidi heuliañ kentelioù ha kaozeal diouzh o live, pe, er sizhunvezh kentañ, dibab labourat war an distagadur ha fonogiezh ar brezhoneg, pe mont pelloc'h war studi ar yezh dre ur rummad kentelioù war ar c'hoariva kinniget gant ar strollad “C'hoariva” hag en eil sizhunvezh, heuliañ ur rummad kentelioù war implij ar video, pe ur stummadur “levrioù evit ar vugale” kinniget gant ar gevredigezh Hipolenn. Kaset e vo ar programmoù d'an dud dedennet. Evit en em enskrivañ eo ret gouzout un tamm brezhoneg eta, bezañ studiet ar yezh e-pad bloaz pe zaou da vihanañ Un niverenn stummadur dibaouez 'zo gant KEAV.

Evit gouzout hiroc'h, skrivañ da : KEAV, 22 hent Mouliouen, 29000 Kemper. Pgz : 02 98 95 59 31 pe : keav@wanadoo.fr

Anna Ar Beg

Depuis 1948, l'association KEAV, (association de Loi 1901), organise un stage linguistique de deux ou trois semaines en été, stage destiné à un public qui, ayant déjà quelques connaissances en breton, veut les améliorer par une pratique quotidienne de cette langue, la seule à y être employée. Cette formule garantit aux étudiants un rapide progrès dans la pratique de la langue et est recommandée à tous ceux qui recherchent une bonne formation en breton ou qui souhaitent plus simplement améliorer leur pratique de la langue dans un environnement favorable : un bain linguistique en quelque sorte. En savoir plus