Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
Staj brezhoneg d'ar 7 a viz Ebrel e bro-Naoned
Kalz a dud o doa kemeret perzh er staj kentañ e miz Kerzu tremenet. Deuit d'an eil devezh, an hini diwezhañ er bloavezh-skol! D'ar 7 a viz Ebrel, e Yezhoù ha Sevenadur, e vo an devezh staj,
Ronan Herve Par Kentelioù an Noz le 30/03/12 10:41
25345_1.jpg

Kalz a dud o doa kemeret perzh er staj kentañ e miz Kerzu tremenet. Deuit d'an eil devezh, an hini diwezhañ er bloavezh-skol!

D'ar 7 a viz Ebrel, e Yezhoù ha Sevenadur, e vo an devezh staj, 13 straed ar Breolimer e Sant-Ervlan.

Digor d'an holl adalek al live 1. Ar c'hentelioù a vo graet dre live (1, 2, 3 ha 4).

Gallout a rit lakaat hoc'h anv evit an devezh a-bezh (16 €) pe un hanter-devezh (8 €). An dud n'int ket ezel eus ar gevredigezh o deus ar skodenn da baeañ (10 €).

Roll an devezh

9e30 : degemer gant ur banne kafe

10e – kreisteiz : kentel gentañ

Pred asambles gant ur banne kafe. Degasit ho poued.

1e30 – 3e : eil kentel

3e30 – 5e : trede kentel

Deuit 'ta da dremen an devezh ganeomp e brezhoneg, evit gwellaat ho live, evit kejañ gant tud a gomz brezhoneg pe evit plijadur klevout ar yezh!

Document PDF fichenn_enskrivadur.pdf Fichenn enskrivadur. Source : Kentelioù an Noz
Voir aussi :
logo
Ur gevredigezh stummañ an dud deuet d\\\'ar brezhoneg eo Kentelioù an Noz. El Liger-Atlantel e kas e obererezhioù.
Gwelout pennadoù all Kentelioù an Noz
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 1 multiplié par 1 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons