Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Conference de presse -
Stad ar c'helenn divyezhek e Breizh e 2008
Degemeret e oa bet ar gazetennerien gant tud an Ofis d'an 22 a viz Here e Roazhon, evit kinnig dezho dielfennadur an distro-skol er c'hlasoù divyezhek. Pazennoù bras zo bet tizhet er bloaz-mañ met meur a dra zo da wellaat c'hoazh.
Visant Roue pour Office de la Langue Bretonne 44 le 23/10/08 7:22

Degemeret e oa bet ar gazetennerien gant tud an Ofis d'an 22 a viz Here e Roazhon, evit kinnig dezho dielfennadur an distro-skol er c'hlasoù divyezhek. Pazennoù bras zo bet tizhet er bloaz-mañ met meur a dra zo da wellaat c'hoazh.

Evit an 31vet distro-skol da-heul ez eus kresk gant ar c'helenn divyezhek e Breizh. En tu all da 12 000 skoliad zo bremañ (12 287). Kenderc'hel a ra d'en em zispakañ er vro a-bezh ivez. Warlene e oa ur c'hinnig nevez e kumuniezh kumunioù Gwitreg hag er bloaz-mañ eo tro kumuniezh kumunioù Traoñ an Il.

Meur a bazenn nevez zo bet graet er bloaz-mañ. Aet eo Diwan en tu all da 3000 skoliad hag ur skolaj nevez zo bet digoret el Liger-Atlantel. Gant se ne vo ket dav d'ar vugale mont d'ar Mor-Bihan ken bremañ. Div skol nevez zo bet digoret gant ar gevredigezh ivez (Magoer(35) ha Lokournan (29)). Ma talc'h Diwan da vont war-raok evel-se e c'hallfe adkavout al lusk a oa e hini a-raok 2002.

Evit ar pezh a sell ouzh an hentenn bublik, emeur en tu all da 5000 skoliad evit ar wech kentañ ivez ha daou lec'h nevez a ginnig ar c'helenn divyezhek (Pleiber-Krist (29) ha Ploveren (56)). E Breizh eo ar c'helenn publik a ya ar muiañ war-raok, dreist-holl e Penn-ar-Bed, daoust ma'z eus bet digoret kalz nebeutoc'h a lec'hioù nevez eget boaz.

Dre vras n'haller nemet bezañ nec'het gant stad an traoù er skolioù prevez. Evit ar wech kentañ biskoazh n'eus ket bet digoret lec'h nevez ebet ganto er bloaz-mañ. A zo muioc'h, klasoù zo bet serret. Gorrekaet-kalz eo ar c'hresk e-keñver ar bloavezhioù paseet eta ha pa yafe c'hoazh war-raok an niver a skolidi hollek.

Daoust d'an dra-se e c'haller merzout splann e wrizienn donoc'h-donañ ar c'helenn divyezhek er c'humunioù a ginnig un henten.

Koulskoude e chom stag ar c'hresk ouzh kresk ar skolioù zo dija ha n'eo ket ouzh ar skolioù nevez a zo diouer bras anezho. Peder skol-vamm nevez zo bet digoret er bloaz-mañ hepken. Pell zo ne oa ket bet ken nebeut anezho. Kement-se en deus ul levezon fall war emdroadur an traoù. Setu m'eo kreñvaet gorrekadur al lusk gant an niver bihan a skolioù a zigor. Biskoazh en istor ar skolioù divyezhek ne oa bet ken bihan ar c'hresk (4.7 %).

Diaesterioù zo lakaet d'ar c'helenn divyezhek ivez ken er prevez hag er publik. En Oriant emañ ar c'hudennoù brasañ : re nebeut a bostoù e skol Merville evit degemer an holl re a fell dezho ha serret eo bet klasoù skol Sant-Kristof. Kudennoù all zo bet merzet er publik e Karaez hag e Lanniliz ivez.

Diouzh ar c'henfeurioù, an digeriñ skolioù divyezhek er publik en Elzas pe e Norzheuskadi zo par da dremen 12 gwech ar pezh a stader e Breizh. An dalc'h e Breizh n'emañ ket gant ar goulenn koulskoude : lec'hioù zo ma vez nac'het digeriñ daoust d'ar goulenn, e lec'hioù all n'eus ket trawalc'h a bostoù evit degemer an holl a fellfe dezho pe lakaat ar vugale da genderc'hel gant ar c'helenn divyezhek. Setu ur goulenn “eztaolet” ne vez ket bastet dezhañ. War an dachenn e c'heller komz ivez eus un danvez goulenn anat ne vez ket respontet dezhañ, er skolioù prevez peurgetket hag e reter Breizh. A-hend-all e verzer e chom re rouez ar c'hinnig er c'hêrioù bras. E seurt kumunioù n'eo ket a-walc'h kaout ul lec'h hepken evit pep hentad, ret eo aozañ ar rouedad dre garter neuze.

Dres p'emañ ar Vretoned o reiñ un digor gwelloc'h-gwellañ d'ar c'helenn divyezhek e c'horreka ar c'hresk ; dislavar zo ha n'emaomp ket er blegenn-mañ e-tailh da eilpennañ stad an traoù evit suraat dazont ar yezh. Emdroadur ar sifroù kriz koulz ha hini an dregantadoù a ginnig un tuadur “seul vui, seul c'hoazh” e kornioù-bro zo koulskoude. Da lavaret eo ez a ar c'helenn divyezhek war-raok el lec'hioù m'eo kreñv dija. Prouiñ a ra ez eus ul lusk fonnusaat gant an hentad divyezhek : seul vrasoc'h eo ar c'hinnig, seul vui a dud dedennet gantañ a zo. Prouiñ a ra ivez e vefe tu d'ober gwelloc'h en takadoù all.

Talvoudus eo Kuzul Akademiezh ar Yezhoù Rannvro evit ober ar poent hag eskemm. Koulskoude n'eo ket e labour programmiñ diorroidigezh ar c'helenn divyezhek. Ha padal eo prest dilennidi ar vro da vountañ evit se bremañ.

Ret eo d'ar Stad en em ouestlañ muioc'h er politikerezh yezh. N'eo ket un afer arc'hant. Gant ar mod ma vez meret ar c'helenn divyezhek bremañ ne vo ket tu da dizhout ar pal a 20 000 skoliad lakaet gant ar Rannvro. A-drugarez da Ofis Publik ar Brezhoneg a vo krouet e vo lakaet tout an dud en-dro d'an hevelep taol. E framm ur politikerezh yezh hollek hon eus spi e vo tu an taol-mañ da frammañ da vat ar c'hinnig kelenn divyezhek evel ma vez graet gant Ofis Publik an Euskareg abaoe pevar bloaz dija.

Evit gouzout hiroc'h, pellgargit an teul.

Document PDF 12630_2.pdf . Source : Ofis ar Brezhoneg
Voir aussi :
Vos 0 commentaires :
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 2 multiplié par 8 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons