Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Lettre ouverte -
Souten da skol Diwan Lesneven
Emaomp o paouez klevout ar c'hudennoù a oa etre ar skol Diwan ha ti-kêr Lesneven. Setu perak e fell da Strollad Breizh souten ar skol. Evidomp eo anat en deus
Yves Pelle Par Parti Breton - Strollad Breizh le 9/06/11 13:22

Emaomp o paouez klevout ar c'hudennoù a oa etre ar skol Diwan ha ti-kêr Lesneven. Setu perak e fell da Strollad Breizh souten ar skol. Evidomp eo anat en deus ar brezhoneg e blas er vro hag e rank bezañ skoazellet evit e ziorroadur ar buanañ ar gwellañ. Siwazh e chom c'hoazh dilennidi a gendalc'h da stourm a-enep dezhañ.

Ne gomprenomp ket abalamour da betra en deus an ti-kêr an emzalc'h-se da geñver ur skol a aoz gouelioù a bep seurt e Lesneven abaoe 30 vloaz. Ur chañs eo kaout ur skol Diwan er gumun, ha rankout a reer he lakaat war-wel.

Goulenn a reomp neuze gant an ti-kêr da ober ur striv evit ma vefe kavet un diskoulm a vo mat evit an holl. Mat e vije dezho profitañ eus ar gouel evit diskouez e chomont tost ouzh yezh ha sevenadur ar vro hag e roont un dalvoudegezh d'ar garta Ya d'ar brezhoneg ! zo bet sinet ganto.

Yves Pelle

Prezidant Strollad Breizh

Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 9 multiplié par 9 ?

ABP

Publier

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons