Sonerezh war doenn Lannuon ! Un degemer deus ar c'hentañ en ti-gar Lannuon a oa roet da bratikoù an SNCF Disadorn 23 a viz Kerzu : Un tropellad tud yaouank deus ar strollad Ai'ta ! a oa war toenn an ti-gar, gante bombardoù, biniaouioù, fleütoù ha gitonioù evit hetiñ

Sonerezh war doenn Lannuon !

Un degemer deus ar c'hentañ en ti-gar Lannuon a oa roet da bratikoù an SNCF Disadorn 23 a viz Kerzu : Un tropellad tud yaouank deus ar strollad Ai'ta ! a oa war toenn an ti-gar, gante bombardoù, biniaouioù, fleütoù ha gitonioù evit hetiñ gouelioù Nedeleg laouen d'an dud. Daou bolis ha renerez an ti-gar dindan rediezh o doa degemeret ac'hanomp ivez, prestet ur skeul gant homañ d'an tropellad da diskenn en fin an abadenn, ha toullet kaoz kaer gant an tri-se, gwall a-du ganimp, sañset, trubuilhet e oant kentoc'h gant ar surentez. Klevit, tudoù, memestra e oa bet roet tro dimp toullañ kaoz ivez gant an Aotroù Arnaud Briand, rener SNCF dindan rediezh (en plas an Aotroù Rener Dupont o vakañsiñ neuze). Disklêriet en doa dimp e vo kelaouet egile evit lakaat un deiz da welet ac'hanomp evit an deizioù. Lakaet e vo hemañ neuze da gaout soñj deus e bromesa pa ne baouezfomp ket da diskouez hon z-shirtoù orañjez e-keit n'hon do ket gwelet an Aotroù Dupont ha lakaet hemañ da intent ac'hanomp.

Ra selaouo ac'hanomp neuze !

Ai'ta ! Bro Dreger

Collectif de Trégorois pour la sauvegarde du breton, Ai 'ta ! est composé pour l'instant d'une vingtaine de jeunes dont le dénominateur commun est l'envie d'agir pour la langue bretonne, dont nous constatons au quotidien le déclin. Sa composition provisoire est représentative de la société bretonne avec des lycéens, employés, professeurs, étudiants, ouvriers… hommes et femmes, bretonnants et non-bretonnants, réunis dans un groupe appelé à se développer. <br>Nous sommes un mouvement ayant vocation à rassembler le plus de personnes possible. Car pour nous le salut de la langue bretonne doit être l'affaire de tous les Bretons, notamment des plus jeunes. C'est pour cela que nous allons œuvrer à fédérer toutes les personnes sensibles au devenir de la langue.
Ai 'ta ! n'est dépendant d'aucun pa En savoir plus