Ar bloaz-mañ, hag evit ar c'hwec'hvet gwech, aozet e vo lodenn gentañ ar Skrivadeg e brezhoneg. Al lodenn gentañ, evit Bro Gemper, a vo aozet d'ar 7 a viz Meurzh,

Ar bloaz-mañ, hag evit ar c'hwec'hvet gwech, aozet e vo lodenn gentañ ar Skrivadeg e brezhoneg.

Al lodenn gentañ, evit Bro Gemper, a vo aozet d'ar 7 a viz Meurzh, da 2e goude-merenn, e Ti ar Vro Kemper, evel e vo graet un tamm pep lec'h e Breizh.

Digor d'an holl eo an darvoud dudius-se, a zo e bal bodañ tro-dro d'ar brezhoneg koulz tud yaouank ha tud koshoc'h, brezhonegerien ampart pe tud o teskiñ, skolidi, studierien, tud en oad.

Rannoù a vo, deus ar CE betek an oadourien live uhel.

Prizioù ha profoù a vo roet d'al loreidi a c'hello kemer perzh en eil tro a vo dalc'het e Roazhon, d'ar 16 a viz Mae.

Ur mare kafe a vo kinniget a-raok ar prizioù.

Folenn enskrivañ da gas en dro, a-raok ar 5 a viz Meurzh, e Ti ar Vro Kemper (3, Plasenn Familh Gabai e Kemper)02 98 90 70 43 pe david.tiarvro@wanadoo.fr

Documents liés

Ti ar Vro Kemper

Ti ar Vro Kemper est l’Entente culturelle bretonne du Pays de Quimper. Elle fédère les associations oeuvrant dans les domaines de la langue et de la culture bretonnes sur le secteur de la Communauté de communes de Quimper et plus largement du Pays Glazig. Ti ar Vro Kemper travaille à la promotion et la diffusion de la langue et de la culture bretonne à Quimper et dans sa région. En 2008, elle regroupe 45 associations issues des différents secteurs de la culture bretonne. En savoir plus