Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
Skrivadeg e brezhoneg e Kemper

Ar bloaz-mañ, hag evit ar c'hwec'hvet gwech, aozet e vo lodenn gentañ ar Skrivadeg e brezhoneg. Al lodenn gentañ, evit Bro Gemper, a vo aozet e Ti ar Vro Kemper, evel e vo graet un tamm pep lec'h e Breizh.

David Ansquer pour Ti ar Vro Kemper le 16/02/09 8:30

Ar bloaz-mañ, hag evit ar c'hwec'hvet gwech, aozet e vo lodenn gentañ ar Skrivadeg e brezhoneg.

Al lodenn gentañ, evit Bro Gemper, a vo aozet d'ar 7 a viz Meurzh, da 2e goude-merenn, e Ti ar Vro Kemper, evel e vo graet un tamm pep lec'h e Breizh.

Digor d'an holl eo an darvoud dudius-se, a zo e bal bodañ tro-dro d'ar brezhoneg koulz tud yaouank ha tud koshoc'h, brezhonegerien ampart pe tud o teskiñ, skolidi, studierien, tud en oad.

Rannoù a vo, deus ar CE betek an oadourien live uhel.

Prizioù ha profoù a vo roet d'al loreidi a c'hello kemer perzh en eil tro a vo dalc'het e Roazhon, d'ar 16 a viz Mae.

Ur mare kafe a vo kinniget a-raok ar prizioù.

Folenn enskrivañ da gas en dro, a-raok ar 5 a viz Meurzh,
e Ti ar Vro Kemper
3, Plasenn Familh Gabai e Kemper
02 98 90 70 43
pe david.tiarvro [at] wanadoo.fr

Document PDF 14091_2.pdf . Source :
Voir aussi :
mailbox
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 7 multiplié par 2 ?