Ar bloaz-mañ, hag evit ar pempvet gwech, aozet e vo lodenn gentañ ar Skrivadeg e brezhoneg gant Ti ar vro Kemper. Al lodenn gentañ, evit Bro Gemper, a vo aozet d'an 8 a viz Meurzh 2008, da 2e goude-merenn, e Ti ar Vro Kemper, evel e vo graet un

Ar bloaz-mañ, hag evit ar pempvet gwech, aozet e vo lodenn gentañ ar Skrivadeg e brezhoneg gant Ti ar vro Kemper.

Al lodenn gentañ, evit Bro Gemper, a vo aozet d\'an 8 a viz Meurzh 2008, da 2e goude-merenn, e Ti ar Vro Kemper, evel e vo graet un tamm pep lec\'h e Breizh.

Digor d\'an holl eo an darvoud dudius-se, a zo e bal bodañ tro-dro d\'ar brezhoneg koulz tud yaouank ha tud koshoc\'h, brezhonegerien ampart pe tud o teskiñ, skolidi, studierien, tud en oad.

Pemp rann a vo : CE hag oadourien o teskiñ, CM hag oadourien live etre, Skolaj hag oadourien barrek, Lise hag oadourien ampart, oadourien live uhel.

Prizioù ha profoù a vo roet d\'al loreidi a c\'hello kemer perzh en eil tro a vo dalc\'het er Faou, d\'ar 17 a viz Mae 2008. Ur mare kafe a vo kinniget a-raok ar prizioù.

Ti ar Vro Kemper. 3, Plasenn Familh Gabai. 29000 Kemper. 02-98-90-70-43