Ar bloaz-mañ, hag evit ar pempvet gwech, aozet e vo lodenn gentañ ar Skrivadeg e brezhoneg gant Ti ar Vro Kemper. Al lodenn gentañ, evit Bro Gemper, a vo aozet d'an 8 a viz Meurzh 2008, da 2e goude-merenn, e Ti ar Vro Kemper, evel e vo graet un tamm

Ar bloaz-mañ, hag evit ar pempvet gwech, aozet e vo lodenn gentañ ar Skrivadeg e brezhoneg gant Ti ar Vro Kemper.

Al lodenn gentañ, evit Bro Gemper, a vo aozet d'an 8 a viz Meurzh 2008, da 2e goude-merenn, e Ti ar Vro Kemper, evel e vo graet un tamm pep lec'h e Breizh.

Digor d'an holl eo an darvoud dudius-se, a zo e bal bodañ tro-dro d'ar brezhoneg koulz tud yaouank ha tud koshoc'h, brezhonegerien ampart pe tud o teskiñ, skolidi, studierien, tud en oad.

Pemp rann a vo : CE hag oadourien o teskiñ, CM hag oadourien live etre, Skolaj hag oadourien barrek, Lise hag oadourien ampart, oadourien live uhel.

Prizioù ha profoù a vo roet d'al loreidi a c'hellint kemer perzh en eil tro a vo dalc'het er Faou, d'ar 17 a viz Mae 2008. Ur mare kafe a vo kinniget a-raok ar prizioù.

Folenn enskrivañ da gas en dro, araok ar 6 a viz Meurzh 2008, da :

Ti ar Vro Kemper. 3, Plasenn Familh Gabai. 29000 Kemper. 02 98 90 70 43

Documents liés

Ti ar Vro Kemper

Ti ar Vro Kemper est l’Entente culturelle bretonne du Pays de Quimper. Elle fédère les associations oeuvrant dans les domaines de la langue et de la culture bretonnes sur le secteur de la Communauté de communes de Quimper et plus largement du Pays Glazig. Ti ar Vro Kemper travaille à la promotion et la diffusion de la langue et de la culture bretonne à Quimper et dans sa région. En 2008, elle regroupe 45 associations issues des différents secteurs de la culture bretonne. En savoir plus