Seniñ a ra Padrig Molard binioù kozh, uillean pipe, binioù bras ... ha bombard !
Deuet e oa tri c'helenner skol sonerezh Karaez da ziskouez ar binvioù hag ar c'hentelioù kinniget ar bloaz-mañ. Un digarez evit lakaat anezho da selaou ur "practice", ur fleüt e plouz gant ur son damheñvel outañ, ur fleüt a-dreuz e koad, hag a bep seurt doareoù da seniñ treujenn-gaol !
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
Commentaires (0)
Aucun commentaire pour le moment. Soyez le premier à réagir !