Degemeret e viot gant skipailh kelenn hag AEP (kevredigezh tud ar vugale) ar skol e keit-se. Ur c'helenn liesyezhek zo gant Diwan, brezhoneg dre soubidigezh ha galleg, un trede yezh adal ar c'hlas 2.

Kemennadenn

D'ar Gwener 6 a viz Meurzh, eus 9 e. da 12 e. hag eus 1 e. 30 da 5 e. g.m., ha d'ar Sadorn 7 a viz Meurzh, eus 9 e da 12 e, e vo dorioù digor e skol Diwan Gwened.

Degemeret e viot gant skipailh kelenn hag AEP (kevredigezh tud ar vugale) ar skol e keit-se.

Ur c'helenn liesyezhek zo gant Diwan, brezhoneg dre soubidigezh ha galleg, un trede yezh adal ar c'hlas 2.

Emañ etre Gwened ha Sene, aes da vont di gant an hent-tizh dre eskemmer hent Roazhon. E-tal meur a c'hennad labour, embregerezhioù ha melestradurezhioù, ez eus servijoù predoù ha diwallerezh er skol. Abaoe ouzhpenn 30 vloaz eo deuet efedusted kelennouriezh Diwan da vezañ anat.

Evit skol Diwan Gwened :
Kadoriad an AEP : Gaël Le Sauce
Ar rener : Bertrand Deléon

http://www.diwanbreizh.org Diwan Breizh
http://diwanmorbihan.org Diwan Morbihan.

Skol Diwan Gwened
3 Hent-Dall Bohalgoù
56000 Gwened
Pgz : 02 97 47 85 92 / 06 11 51 43 15

Bertrand Deléon

L'école Diwan de Vannes propose un enseignement bilingue breton par immersion et français, puis une troisième langue dès le CE1. Elle se situe entre Vannes et S?n?, l'accès par la voie express est immédiat par l'échangeur de la route de Rennes. À proximité de nombreux secteurs d'emplois d'entreprises et d'administrations, elle offre des services de cantine et de garderie.
En savoir plus