Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
Skol Diwan Ar Meziaer : emvod kelaouiñ foran d'ar 24 a viz Du
D'ar Meurzh 24 a viz Du, adalek 6 e 30 noz e vo aozet un emvod kelaouiñ foran er Meziaer (sal Emile Carron, e-kichen an ti-kêr) gant ar skol Diwan
Dominique Jacq Par Diwan le 18/11/09 8:00

D'ar Meurzh 24 a viz Du, adalek 6 e 30 noz e vo aozet un emvod kelaouiñ foran er Meziaer (sal Emile Carron, e-kichen an ti-kêr) gant ar skol Diwan bet digoret e Gwengolo 2008.

Tud e karg eus Diwan a vo war al lec'h evit kinnig Diwan deoc'h, en o zouez rener « skol Diwan Ar Meziaer », (ar mont en-dro kevredigezhel, aozadur skol Diwan Ar Meziaer, an hentenn bedagogel). Laouen e vint o respont d'ho koulennoù.

Skolioù Diwan a zo Laik, digoust ha digor d'an holl.

A-drugarez d'an hentenn bedagogel dre soubidigezh, e teu a-benn ar vugale da vezañ divyezhek da vat. Desket e vez brezhoneg ganto dre un doare naturel hag e vez tizhet ganto ul live a varregezhioù heñvel e galleg hag e brezhoneg. Ar soubidigezh a ra berzh e skolioù Diwan abaoe muioc'h a dregont vloaz. Komz meur a yezh : ur binvidigezh hag ur chañs ouzhpenn evit ar vugale.

Ma 'z oc'h dedennet gant yezh ha sevenadur Breizh ha/pe m'ho peus bugale, deuit d'an emvod !

Titouroù a-zivout an emvod : Sonia Zaoumi-karget eus an diorren-Diwan : 02 98 21 33 69 pe 06 24 90 36 03.

Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 9 multiplié par 1 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons