Gant ar spi 'vo kavet un diskoulm a-benn nebeut war berr-dermen, hag ur gwir statud evit implijidi nann gelennerien Diwan, setu ur sell positivel ouzh ar skolioù hag o labour pemdeziek abaoe 40 bloavezh

Gant ar spi 'vo kavet un diskoulm a-benn nebeut war berr-dermen, hag ur gwir statud evit implijidi nann gelennerien Diwan, setu ur sell positivel ouzh ar skolioù hag o labour pemdeziek abaoe 140 bloavezh.

Hiziv an deiz eo diaes diskouez al labour a vez graet e skolioù dre soubidigezh. Ha koulskoude... Ken splann eo ar soubidigezh abred, gant bugale oc'h ezteurel e brezhoneg gant ar skolaer, gant ar mignoned. Setu ur video savet evit dorioù digor skol Diwan An Oriant, e miz Even 2017. Gant ma vo sioul an devezhioù o tont evit he implijidi nann-gelennerien, ken pouezus evit dazont Diwan...

Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....