Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Présentation de livre -
Skignet d'ar seizh avel: un dastumad pennadoù gant Langleiz
Anavezet-mat eo Langleiz evel romantour, barzh, liver hag engraver. Dizoloet e vo amañ un arvez all eus e bersonelezh : kronikour e oa ivez, gouest da skrivañ war ar prim
Hor Yezh Mouladurioù Par Mouladurioù Hor Yezh le 7/10/13 13:09

Anavezet-mat eo Langleiz evel romantour, barzh, liver hag engraver. Dizoloet e vo amañ un arvez all eus e bersonelezh : kronikour e oa ivez, gouest da skrivañ war ar prim diwar-benn danvezioù a bep seurt, bepred en ur brezhoneg flour, liv ar gwenedeg warnañ, ha leun a fent d'an aliesañ. Un druez eo n'en dije ket skrivet muioc'h, sammet ma oa gant e oberenn livet hag e labour kelenner war an Arzoù-Kaer.

Ar pennadoù dastumet el levr-mañ – an holl re bet skrivet gant Langleiz – a roio d'al lennerien un alberz eus ar vuhez pemdeziek hag eus ar stourm evit hor yezh e-pad an eil Brezel-Bed. Lod anezho a lakaio al lenner, ouzhpenn, da brederiañ war stad an traoù en hon amzer-ni.

342 p. ; 14,5 x 20,5 cm ;

18 ¤

ISBN : 978-2-85863-169-5

Skignet gant CoopBreizh

Vos 0 commentaires :
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 6 multiplié par 5 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons