Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
-
photos/23/23518_1.jpg
- Présentation de livre -
Sizhun ar breur Arturo, gant Youenn Drezen. Adembannadur
Breur Arturo, danvez-lean, a zo bet lakaet da gempenn ar chapel. Setu ur plac'h yaouank eus kêr, Palmira, o tont da bediñ an Aotrou Doue hag ar Werc'hez e-barzh ar
Par Anne-Sophie Leborgne pour An Alarc'h le 17/10/11 13:43

Breur Arturo, danvez-lean, a zo bet lakaet da gempenn ar chapel. Setu ur plac'h yaouank eus kêr, Palmira, o tont da bediñ an Aotrou Doue hag ar Werc'hez e-barzh ar chapel-se hag ar manac'h yaouank neuze oc'h en em lakaat da sellet outi. Sevel a raio neuze ur brezel diabarzh e kalon hag e penn ar manac'h...

Unan eus pennoberennoù ar skrivagner eo an danevell hir-mañ a vez embannet amañ evit ar pevare gwech. Un heklev eo eus ar pezh a oa c'hoarvezet gantañ pa oa war e studi er c'hloerdi hag a cheñchas mik e vuhez.

6 € (+ 1,50 € evit ar mizoù-kas) - 12 x 19 cm - 64 fajenn - Skigner : An Alarc'h

ISBN 978-2-916835-26-6

An Alarc'h

14 Louzaouenn-an-Hañv

22300 Lannuon

02 96 48 03 00

kab [at] brezhoneg.org

Voir aussi sur le même sujet : livre,Youenn Drezen