Ofis ar Brezhoneg, Ziurtagiriaren Elkartea (Euskadi) ha 7dquatre (Katalonia) o deus sinet un emglev kenlabour evit kas war-raok hor yezhoù er vuhez foran, dre ar c'houlzad Ya d'ar brezhoneg, Bai

Ofis ar Brezhoneg, Ziurtagiriaren Elkartea (Euskadi) ha 7dquatre (Katalonia) o deus sinet un emglev kenlabour evit kas war-raok hor yezhoù er vuhez foran, dre ar c'houlzad Ya d'ar brezhoneg, Bai Euskarari, Si al catala.

Da-geñver lid-roidigezh labelioù « Bai Euskarari » (labelioù par d'ar re Ya d'ar brezhoneg) e Donostia e su Euskadi ez eus bet sinet un emglev gant div gevredigezh euskarat ha katalanat, Ziurtagiriaren Elkartea ha 7dquatre.

Pal « Ziurtagiriaren Elkartea » eo brudañ ar c'houlzad Bai Euskarari evit diorren implij an euskareg er gevredigezh keodedel. Diwar skouer ar c'houlzad-se eo ganet Ya d'ar brezhoneg. Ur bern kevredigezhioù hag embregerezhioù a gemer perzh er c'houlzad-se en deiz a hiziv hag ouzhpenn 1500 anezho zo bet labelaet c'hoazh. http://www.baieuskarari.org/default.cfm?atala=albisteak_ikusi&hizkuntza=1&id=85

« 7dquatre », eus he zu, a ro skoazell d'ar c'hevredigezhioù ha d'an embregerzhioù da ziorren implij ar c'hatalaneg en o mont en-dro dre sevel troidigezhioù evito, embann dafar e katalaneg. Labourat a ra gant ar strollegezhioù lec'hel ivez a-benn diorren oberoù fetis evit ar yezh. Emañ o paouez lakaat war sav ur c'houlzad tost heñvel ouzh hini Euskariz hag ar Vretoned.

Sinet eo bet an emglev d'ar 14 a viz Kerzu 2009 zo e bal eskemm war an doareoù gwellañ da gas hor yezhoù war-raok ha rannañ skiant-prenet pep hini. Evit bloaz eo bet sinet an emglev evit ar mare. Graet e vo ar bilañs a-benn bloaz ha dielfennet e vo asambles an oberoù kaset da benn gant pep framm.

Office Public de la Langue Bretonne / Ofis Publik ar Brezhoneg.

L'Office Public de la Langue Bretonne est un établissement public créé par l'Etat, le Conseil régional de Bretagne, le Conseil régional des Pays de la Loire et les Conseils généraux de Loire-Atlantique, du Morbihan, d\\\\\\\'Ille-et-Vilaine, des Côtes d\\\\\\\'Armor et du Finistère. En savoir plus