Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Agenda -
Sinema : Marc'h al lorc'h skignet en Alre d'ar 1añ a viz Ebrel
Ar film "Marc'h al lorc'h" a vo kinniget e brezhoneg, istitlet e galleg, en Alre, er sinema Les Arcades, d'ar yaoù 1añ a viz Ebrel, da 8e30 da noz. E galleg a oa bet savet da gentañ, met e 2008 e oa bet advouezhiet e brezhoneg get Brezhoweb, get mouezhioù Marion Guen, Nolwenn Korbell, Manu Mehu, Gilles Pennec, Yann Vijer...
Christian Le Meut Par Sten Kidna An-Alre le 26/03/10 4:13

Ar film "Marc'h al lorc'h" a vo kinniget e brezhoneg, istitlet e galleg, en Alre, er sinema Les Arcades, d'ar yaoù 1añ a viz Ebrel, da 8e30 da noz.

E 1980 a oa bet savet ar film-se get Claude Chabrol diàr oberenn Per Jakez Hélias, get aktourion vrudet anezhe : Jacques Dufilho, Michel Blanc, François Cluzet, Bernadette Le Saché, Dominique Lavanant...

E galleg a oa bet savet da gentañ, met e 2008 e oa bet advouezhiet e brezhoneg get Brezhoweb, get mouezhioù Marion Guen, Nolwenn Korbell, Manu Mehu, Gilles Pennec, Yann Vijer...

An tem : "Melkoniek eo Pêr-Jakez hag emañ é hunvreal en amzer e vugaleaj, e Breizh. Soñjal a ra en e dad bet kaset d'ar brezel, en e vamm he doa eñ desavet, en e dad-kozh en doa bevet en dienez e vuhez-pad. Soñj mat en deus ivez ag ar c'houlz ma ne oa nemet un dra evit lakaat ar re baour da zelc'her en o sav : al lorc'h an hini a oa". Aozet eo an abadenn sinema-mañ get Kerlenn Sten Kidna, get sikour ar gevredigezh Douar Alré hag ar stal Breizh Ma Bro.

4 € evit mont e barzh - 2 € evit ar re edan 18 vloaz ; ar studierion hag an dud dilabour.

Evit gouiet hiroc'h : 02 97 29 16 58.

Voir aussi :
Cet article a fait l'objet de 1111 lectures.
Vos 0 commentaires :
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 2 multiplié par 6 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons