Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
azezet Lena Louarn ha Philippe Chain
azezet Lena Louarn ha Philippe Chain
Nolwenn Le Roy
Nolwenn Le Roy
- Communiqué de presse -
Sinadur ar Karta Ya d'ar brezoneg gant Paris Breton
Laouen eo bet Paris Breton dimeurzh tremenet da ginnig da Vreizhiz bro Pariz ur fest vras ha vrav evit lidañ sinadur ar garta "Ya d'ar Brezhoneg" en ur selaou
Bruno Le Gras pour ABP le 21/01/11 3:05

Laouen eo bet Paris Breton dimeurzh tremenet da ginnig da Vreizhiz bro Pariz ur fest vras ha vrav evit lidañ sinadur ar garta "Ya d'ar Brezhoneg" en ur selaou Nolwenn Leroy.

Soñj a oa abaoe tro dro ur vloaz gant ar gevredigezh Paris Breton sinañ ar garta. A-benn ar fin eo deut posubl d'hen ober ar miz-mañ.

Lena Louarn, trede iz-prezidantez nevez ar rannvro e karg eus yezhoù Breizh a zo deuet e Pariz evit sinañ ar garta dirak ur c'halz a dud (war dro 260 den), Breizhiz Pariz ha tud kar Breizh outo.

Pedet e oa bet ivez ar ganerez yaouank Nolwenn Leroy, aet ar maout ganti e-kerz ar "Star Academy 2002" mont da reiñ un tañva eus he fladenn nevez. Brezhoneg a zo kanet ganti en he fladenn nevez deuet er-maez, hi bet stumet war ar yezh kanet gant ar c'hazetenner, skrivagner ha kaner brezhoneger anavezet mat e korn bro Pariz Serj Plenier.

Tro he deus bet Nolwenn da gejañ gant he c'henseurtez Cécile Corbel aet ar maout (Japan Golden Disc Award 2011) ganti a-nevez flamm evit sonerezh ar film Arrietty bet savet ganti evit ar stal fiñvskeudenn Ghibli, kevatal eus Disney e bro ar sav-heol.

Piv a oar ? Marteze e teufe un darvoud nevez e bro ar sonerezh Vreizh diwar an emgav-se ?

Paris Breton hag e brezidant Philippe Chain o doa pedet politikerien breizhad ha tud brudet ar vro da gemer perzh el lid vras-se en o zouez Marylise Lebranchu, Yves Cochet, Corinne Erhel, Bruno Le Roux, Philippe Paul, Irène Frain, Patrick Mahé.

Eus Breizh e oa deuet e Pariz ivez Maria Vadillo, iz-prezidantez ar rannvro e karg eus ar glad hag an douristelezh ha Kaourintine Hulaud kuzulierez rannvro e karg eus Ti Breizh e Pariz.

Bed an armerzh a oa war al lec'h ivez gant Stered, Brasseries de Bretagne Britt, ar strollad Le Duff, strilherez Warenghem.

Un drugarez a zo d'ober ivez da Gaelle Gouerou renerez Ti Breizh hag he skipailh ha da dud a youl vad kevredigezh Paris Breton ma ne vije ket posubl d'ober al labour hepto.

Voir aussi :
Cet article a fait l'objet de 1118 lectures.
Vos 0 commentaires :
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 5 multiplié par 9 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons