D'ar Sadorn 24 a viz Du e oa bet sinet gant Christian Calvez, maer Plouvien, ar garta Ya d'ar brezhoneg dirak Lena Louarn, prezidantez Ofis ar Brezhoneg, hag izili ar C'huzul-kêr. Votet e oa bet gant ar gumun, e miz Mae 2007, mont a-du gant raktres ar garta ha dibabet e

D'ar Sadorn 24 a viz Du e oa bet sinet gant Christian Calvez, maer Plouvien, ar garta Ya d'ar brezhoneg dirak Lena Louarn, prezidantez Ofis ar Brezhoneg, hag izili ar C'huzul-kêr.

Votet e oa bet gant ar gumun, e miz Mae 2007, mont a-du gant raktres ar garta ha dibabet e oa bet al label 2 gant 12 ober da vezañ graet a-benn 3 bloaz. N'eo ket bet gortozet deiz lid-sinañ ar garta evit kregiñ gant al labour, pa ouezer e oa bet skoazellet an holl genwerzhourien da gaout panelloù e brezhoneg en o stal gant ar gumun c'hoazh.

Ouzhpenn staliañ panelloù divyezhek evit mont e-barzh hag e-maez ar gumun e oa bet dibabet sevel kartennoù-pediñ divyezhek ha lakaat ur c'hemenn e brezhoneg war responterez an ti-kêr. Gant 3 ober all dibabet e vo labouret dreist-holl war banellerezh divyezhek ar gumun. Kefridiet e vo an Ofis da studiañ anvioù-lec'h ar gumun ivez. Plouvien a skoazello ar c'helenn brezhoneg, evel ma ra dija, dre reiñ skoaziadoù arc'hant, pe dre ur skoazell deknikel, d'an hentad divyezhek a zo er gumun. (E Plouvien e kaver 12% eus ar vugale skoliataet er gumun en hentad divyezhek). Kemer a raio perzh hiviziken er c'houlzad brudañ bloaziek evit ar c'helenn brezhoneg d'an dud deuet. Annezidi ar gumun a c'hello kaout digant an ti-kêr teulioù melestradurel divyezhek hag eurediñ a c'hellint e brezhoneg mar fell dezho.

Bro Vrest a zo gant bro Dreger ha Goeloù unan eus ar broioù (Voynet) gant an niver brasañ a gumunioù bet sinet ganto ar garta Ya d'ar brezhoneg.

Office Public de la Langue Bretonne / Ofis Publik ar Brezhoneg.

L'Office Public de la Langue Bretonne est un établissement public créé par l'Etat, le Conseil régional de Bretagne, le Conseil régional des Pays de la Loire et les Conseils généraux de Loire-Atlantique, du Morbihan, d\\\\\\\'Ille-et-Vilaine, des Côtes d\\\\\\\'Armor et du Finistère. En savoir plus