Dre ar sinadur-mañ ec’h embanno kumun Sarzhav e vo sevenet geti 6 ober kentañ a roio an tu dezhi da dapout live 1 ar garta a-benn 3 bloaz. Setu amañ an oberoù

Sinadur ar garta "Ya d'ar brezhoneg" gant kumun Sarzhav d’ar Merc’her 18 a viz Ebrel 2007 da 6e en ti-kêr

Dre ar sinadur-mañ ec’h embanno kumun Sarzhav e vo sevenet geti 6 ober kentañ a roio an tu dezhi da dapout live 1 ar garta a-benn 3 bloaz.

Setu amañ an oberoù dibabet : panelloù divyezhek evit monet e-barzh ha monet kuit ag ar gumun, talvoudekaat glad ar gumun en div yezh, kemer perzh er c’houlzad bloaziek aozet get an Ofis evit ar c’helenn d’an dud deuet, kefridiañ an Ofis da studial anvioù lec’h ar gumun, ober get an div yezh bewezh pa vo staliet panelloù nevez, sinañ ur gevrat get an Ofis.

Dre e sinadur e vo Sarzhav an 60vet kumun eus Breizh o vont get hent ar garta kalite-mañ. Ar gumun gentañ e gourenez Rewiz e vo ivez.

Office Public de la Langue Bretonne / Ofis Publik ar Brezhoneg.

L'Office Public de la Langue Bretonne est un établissement public créé par l'Etat, le Conseil régional de Bretagne, le Conseil régional des Pays de la Loire et les Conseils généraux de Loire-Atlantique, du Morbihan, d\\\\\\\'Ille-et-Vilaine, des Côtes d\\\\\\\'Armor et du Finistère. En savoir plus