Sinet e oa bet an emglev Ya d'ar brezhoneg gant an ao. Jean-Eric Balnoas, prezidant ar gevredigezh Rando Bro Gwened, d'ar Yaou 8 a viz Here 2009, e sez ar c'hevredad Kendalc'h en Elven, dirak an ao. Visant Roue, e penn ar pol Studi ha Diorren.

Pal ar gevredigezh-se eo lakaat an dud da zizoleiñ pinvidigezh ha kened glad an natur hag ar savadurioù er Mor-Bihan, dre aozañ baleadennoù digor d'an holl gant dudiamantoù liesseurt tro-dro.

5 ober da gas da benn a zo bet dibabet gant ar gevredigezh a-benn tizhout al label « skoazell d'ar brezhoneg ». Logo ar gevredigezh a zeuio da vezañ divyezhek. E brezhoneg e vo lakaet lec'hienn Genrouedad ar gevredigezh. En div yezh e vo skrivet ar pedadennoù savet gant Rando Bro Gwened. Panellerezh an darvoudoù aozet gant ar framm a vo divyezhek, koulz hag an dafar brudañ a vo skignet war e standoù.

Office Public de la Langue Bretonne / Ofis Publik ar Brezhoneg.

L'Office Public de la Langue Bretonne est un établissement public créé par l'Etat, le Conseil régional de Bretagne, le Conseil régional des Pays de la Loire et les Conseils généraux de Loire-Atlantique, du Morbihan, d\\\\\\\'Ille-et-Vilaine, des Côtes d\\\\\\\'Armor et du Finistère. En savoir plus