Ur wech e oa ur c'hozh berrloer hag a oa aet skuizh gant e vuhez ouzh troad lous e vestr Kermoal. Un deiz, ne gav netra welloc'h d'ober eget lammat

Ur wech e oa ur c'hozh berrloer hag a oa aet skuizh gant e vuhez ouzh troad lous e vestr Kermoal. Un deiz, ne gav netra welloc'h d'ober eget lammat dre ar prenestr da vont da redek ar bed. Ha setu krog ur vuhez nevez. Ober anaoudegezh gant loened ha tud, bevañ estreget ouzh treid flaerius, prenañ skiant, stourm ouzh an dañjer, betek kavout ar garantez en ur mekanik-da-gannañ.

Evit plijadur ar vugale hag ar grennarded, setu troidigezh ul levr nevez gant ]]Mariasun Landa[[ kaset da benn gant Mark Kerrain. Adalek 8 vloaz.

An troour a sino al levr Ma buhez berrloer e Gouel al Levrioù e Karaez (29-30 a viz Here).

10 € (+ 3 € evit ar mizoù-kas) - 13 x 20 cm - 64 p. - Skigner : Sav-Heol

ISBN 978-2-9534848-9-2

Embannet 'vez levrioù a-bep sort get kevredigezh Sav Heol, dalc'het gant Mark Kerrain : evit bugale ar skolioù divyezhek, o zud, ar re daet a zesk...
32, bali ar Voudenn
35650 Reuz
02 96 48 03 00