Derc'hel a ra ar strollad Ai 'ta ! gant e stourm a-benn divyezhekaat tier-gar Bro-Dreger ha Breizh. Betek-henn, n'houl ket renerien an SNCF komz ouzhimp. E-keit ha ma nac'hfont gwelet ac'hanomp e chomo ar brezhoneg er-maez eus an tier-gar, anat deoc'h. Neuze e kinnigomp d'an holl, brezhonegerien, Bretoned hag a gar

Derc'hel a ra ar strollad Ai 'ta ! gant e stourm a-benn divyezhekaat tier-gar Bro-Dreger ha Breizh. Betek-henn, n'houl ket renerien an SNCF komz ouzhimp. E-keit ha ma nac'hfont gwelet ac'hanomp e chomo ar brezhoneg er-maez eus an tier-gar, anat deoc'h. Neuze e kinnigomp d'an holl, brezhonegerien, Bretoned hag a gar o yezh, tud tomm d'al liested sevenadurel ha kement zo tout, da leuniañ ar sinadeg-mañ. Ouzhpenn 1000 sinadur zo bet dastumet dre skrid ganimp abaoe tri miz. Ezhomm zo miliadoù all. Evit pouezañ war an SNCF evel-just, met ivez evit pouezañ war ar C'huzul Rannvro a gejfomp gantañ prestig. Embannet o doa-int e fin ar bloaz 2004 e rankfe ar brezhoneg kaout e blas e holl liveoù ar vuhez sokial ! Pevar zra a c'houlennomp groñs gant ar sinadeg-mañ : skritelloù divyezhek, kemennadennoù dre-gomz divyezhek, paperoù gant eurioù an trenioù divyezhek ha bezañ degemeret en brezhoneg er giched. Evit an tri zra gentañ eo krog Ofis ar Brezhoneg d'ober al labour. Evit pezh a sell eus bezañ degemeret en brezhoneg er giched e oaromp dija zo brezhonegerien e pep ti-gar e Bro-Dreger (Plouared, Gwengamp, Lannuon). Neuze n'eo ket dibosubl ha ne goustfe ket kement a arc'hant ha se. N'eus ket 'met gwelet teiryezhegezh ti-gar Naoned (galleg - saozneg - alamaneg) ! Pouezus eo diskwel hon youl hag hon c'hoant da glevet ha da welet brezhoneg en tier-gar, e Bro-Dreger hag e peurrest Breizh. Rastelomp ar muiañ ar gwellañ a sinadurioù ha roomp da c'houzout zo ur bern tud a-du evit derc'hel ar brezhoneg en sav, hag evit reiñ ur plas d'an holl yehoù bihan er vuhez foran.

Deuit da sinañ en linenn : http://www.ai-ta.org/

Ai'ta ! Bro Dreger

Collectif de Trégorois pour la sauvegarde du breton, Ai 'ta ! est composé pour l'instant d'une vingtaine de jeunes dont le dénominateur commun est l'envie d'agir pour la langue bretonne, dont nous constatons au quotidien le déclin. Sa composition provisoire est représentative de la société bretonne avec des lycéens, employés, professeurs, étudiants, ouvriers… hommes et femmes, bretonnants et non-bretonnants, réunis dans un groupe appelé à se développer. <br>Nous sommes un mouvement ayant vocation à rassembler le plus de personnes possible. Car pour nous le salut de la langue bretonne doit être l'affaire de tous les Bretons, notamment des plus jeunes. C'est pour cela que nous allons œuvrer à fédérer toutes les personnes sensibles au devenir de la langue.
Ai 'ta ! n'est dépendant d'aucun pa En savoir plus