Publier | S'accréditer | | S'abonner à une newsletter | Faire un don
Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
Politique La réunification Economie Agro Mer Environnement Vidéos
- Présentation de livre -
Shining, un nevezenti embannaet gant Mouladurioù Hor Yezh
Nevez deuet er-maez: Shining gant Stephen King, troet e brezhoneg gant Olivier Biguet. Jack Torrance en deus kavet labour e-pad ar goañv evel evezhier en ul leti kollet e-kreiz menezioù ar
Par Hor Yezh Mouladurioù pour Mouladurioù Hor Yezh le 1/07/14 10:18

Nevez deuet er-maez: Shining gant Stephen King, troet e brezhoneg gant Olivier Biguet.

Jack Torrance en deus kavet labour e-pad ar goañv evel evezhier en ul leti kollet e-kreiz menezioù ar C'holorado. E-unan gant e diegezh — e wreg hag e vab yaouank dezhañ un donezon ispisial-tre manet kuzh betek-henn — e chomo eno e-pad mizvezhioù hir ar goañv, paket gant an erc'h ha gronnet gant gwall nerzhioù iskis a lako anezhañ da goll e spered tamm-ha-tamm…

Ur mailh eo Stephen King war an istorioù moliac'h, skrij ha skiant faltazi, Shining o vezañ unan eus e bennoberennoù. Evel evit kalz eus e romantoù all ez eus bet savet ur film diwarnañ, gant Stanley Kubrick en taol-mañ, lakaet ivez da bennoberenn, e-lec'h ma c'hoari Jack Nicholson unan eus e berzhioù brudetañ.

482 p. ; 10,5 x 20,5 cm ; 16 ¤

ISBN : 978-2-86863-171-8

Skignet gant CoopBreizh

Voir aussi sur le même sujet :
Share on LinkedIn Partager sur LinkedIn
[ Gwelout pennadoù all Mouladurioù Hor Yezh]
📩 Abonnez-vous aux chroniques et reportages ABP -- Vous serez notifié des nouvelles publications.
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 7 multiplié par 6) ?

ABP

Agir

Nous suivre

2003-2025 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons