Kenavo Asturias, demat da vro Iwerzhon e 2023 !
Kenavo Asturias, demat da vro Iwerzhon e 2023 ! © Domaine public
FIL ha tud e penn ar jeu : priziañ dirak ar mediaoù

Réalisation : fea - tvbk – 58 vues

Setu an daou zen e penn ar festival hag a zispleg penaos e oa tremenet, pegement a dud o deus paeet un añtre, an traoù o deus graet berzh hag an traoù n'o deus ket graet...

Setu an daou zen e penn ar festival hag a zispleg penaos e oa tremenet, pegement a dud o deus paeet un añtre, an traoù o deus graet berzh hag an traoù n'o deus ket graet...

Laouen Jean Peeters hag an aotrou Maurras : 125 000 "añtre" a zo bet gwerzhet (badjoù war ar brec'h, pe mod all tikidi evit an abadennoù meur en Amfi, C'hoariva, Kleub, Palez ar C'hendalc'hioù...). 900 000 a dud : met penaos e oa bet kontet ? A-hed an deiz ? Pelec'h ?

Leun chouk an tavarnioù gant ar yaouankizoù, leun chouk an "irish sessions" e pep lec'h tro dro Tavarn ar Roue Morvan, pavilhoñs ar C'halisianiz poblekoc'h eget hini ar bobl... pedet, hini an Asturianiz... Mod all, fallgontant an dud e Torgenn ar c'hengred, hag ar re a ginnige binvioù sonerezh graet ganto. E fulor plac'h Tachad ar gomz, ne vo ket mui gwelet, Celine Benabes, hag a oa dreist evit pediñ tud a galite a skriv e Breizh hag e lec'h all : Joel Cornette, Goater, Alexis Gloaguen, ... Petra a zeuio da vout "Kae al levr" ? Gant ur sifr izel ken-ken eo chomet Ivonig ar Merdi e fulor : 6 gwech nebeutoc'h a werzh ! Pa vez Coop Breizh en arvar da vervel !!!

Hag ar brezhoneg, emit-hu ? A-drugarez da Ziwan hag a oa o vrudañ e pep lec'h an ti krampouezh war an Dorgenn, a-drugarez da Vignoned ar Brezhoneg, da Helene Bronnieg, d'an holl dud zo deuet da 6e war an dorgenn, berzh en doa graet ar c'helenn e brezhoneg war ar FIL, kazi 700 a dud a zo deuet da zeskiñ ar yezh, ar sevenadur, an anvioù lec'h hag an anvioù tud, gant ur "fest noz evit ar re nul" gant 115 a dud disadorn, kaset gant Arzella ha Momo asambles get he deadoù fall !!!

Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....