Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
Logo Radio Pays
Logo Radio Pays
- Communiqué de presse -
Selaouit Tri-Zeod bep trede gwener ar miz
An amzer trist ha fall e-plas an heol, c'hwezh-fall ar saotradur e plas aer yac'hus an Arvor, stanket eo an henchoù, leuniet mik barr eo ar metro, teñvalded ar Goanv
Florent Grouin Par Tri Zeod - Radio Bro le 29/10/10 19:54

An amzer trist ha fall e-plas an heol, c'hwezh-fall ar saotradur e plas aer yac'hus an Arvor, stanket eo an henchoù, leuniet mik barr eo ar metro, teñvalded ar Goanv a ro deoc'h sonjoù du, setu emaoc'h e Pariz, en ur gêr dinerzhus, digalonekaus, ha Breizh a vank deoc'h dija.

Dre-chañs emañ Tri zeod amañ evit reiñ deoc'h en dro kalon, joa ha levenez !

Komzet e vo dreit-holl eus an holl draoù graet gant ar vretoned e Pariz, evit en em vodañ, flapiñ, kanañ, debriñ, evañ, dansal ha seniñ, hag evit chom breton. (Piv en deus lâret ez eo tud trist ar vretoned ?)

Evel boaz e kinigimp deoc'h strolladoù sonerezh Breizhek pe Geltiek, strolladoù n'int ket brudet a-walc'h d'hor soñj. Kemerit ingal ho teziataerioù evit merkañ deizioù an oberiadennoù a vez aozet gant ar gevredigezioù a ra war dro sevenadur Breizh amañ e Pariz, Hep disoñjal deiziadoù ar festoù noz hag ar festoù deiz a vo embannet gant Tri-Zeod.

Bez e vo ivez ul lodenn un tammig “intello” e pep abadenn Tri Zeod : sevenadur, istor ha lennegezh (e-leizh !) a vo. Ret eo plijout d'an holl, na petra 'ta ! Da skouer eo bet kiniget deoc'h Kustum Breizh gant animatourien Tri Zeod, da lâret eo : an doare d'ober ar justis da vare an Duged, pa oa dieub ha digabrest Breizh, un doare iskis, fentus pe skrijus a-wechoù - met ivez leun a furnez - d'ober ar justis. Ur “Breiz Quiz” a raio ar c'hontroll-a-ouiziegezh ! Ha marteze ho po un dro vat da c'hounid plasoù-sonadeg digoust…

Setu, Lakait ar c'heloù-mañ da dremen en-dro deoc'h : Selaouit holl Tri Zeod, bep trede gwener ar miz, war radio Bro, 93.1 ! (voir le site)

Voir aussi :
Vos 0 commentaires :
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 8 multiplié par 3 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons