Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
Sekredoù Kernault : diduamantoù e brezhoneg evit ho pugale
Maner Kernault a bed ar vugale evit un devezh leun a souezhadennoù hag a varvailhoù. Marc'heien, boudiged, tud-lapous, boudoù dreist-ordinal ganet diwar ijin tud ar Grenn-Amzer ha bev-mat hiziv an deiz
Sophie Cougoulic pour Skoazell Diwan an Oriant le 8/10/10 7:55

Maner Kernault a bed ar vugale evit un devezh leun a souezhadennoù hag a varvailhoù. Marc'heien, boudiged, tud-lapous, boudoù dreist-ordinal ganet diwar ijin tud ar Grenn-Amzer ha bev-mat hiziv an deiz c'hoazh

Diduamantoù e brezhoneg evit ho pugale dindan kiriegezh animatourien a-vicher… d'an 30 a viz Here,

An devezh-se a vo etre 10e da vintin betek 4e30 d'enderv er maner Kernault, e Mellag e-tal Kemperle. 20 bugel (etre 7 hag 11 vloaz) a c'hello kemer pezh. Bout vo c'hoarioù, dizoloadennoù... e brezhoneg. Pep bugel a gaso gantañ e bik-nik kreisteiz. Ar verenn-vihan a vo profet gant maner Kernault. Adal 9e30 vo an degemer er maner.

N'eus nemet 20 plas , trugarez deoc'h degas en-dro, ar buanañ posubl ho enskrivadurioù er skol, gant ur chekenn (7,50 € dre bugel ha dre zevezh) .

Kontañ a reomp warnoc'h ! Muioc'h a ditouroù d'ar 02 97 87 83 85 pe diwan.anoriant [at] gmail.com

Enskrivadur da gas dre lizher da Diwan An Oriant – 1 straed F. Buisson – 56100 An Oriant

Voir aussi :
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 0 multiplié par 7) + 2 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons