Maner Kernod e Mellag  Kemperle
Maner Kernod e Mellag Kemperle

D'ar 5, 26 a viz Even, ha 30 a viz Here 2010. Maner Kernault a bed ar vugale evit un, daou pe dri devezh leun a souezhadennoù hag a varvailhoù. Marc'heien, boudiged, tud-lapous, boudoù dreist-ordinal ganet diwar ijin tud ar Grenn-Amzer ha bev-mat hiziv an deiz c'hoazh

D'ar 5, 26 a viz Even, ha 30 a viz Here 2010

Maner Kernault a bed ar vugale evit un, daou pe dri devezh leun a souezhadennoù hag a varvailhoù. Marc'heien, boudiged, tud-lapous, boudoù dreist-ordinal ganet diwar ijin tud ar Grenn-Amzer ha bev-mat hiziv an deiz c'hoazh

Diduamantoù e brezhoneg evit ho pugale dindan kiriegezh animatourien a-vicher…

An devezhioù-se a vo etre 10e da vintin betek 4e d'enderv er maner Kernault, e Mellag e-tal Kemperle. 20 bugel (etre 7 hag 11 vloaz) a c'hello kemer pezh. Bout vo c'hoarioù, dizoloadennoù... e brezhoneg. Pep bugel a gaso gantañ e bik-nik kreisteiz. Ar verenn-vihan a vo profet gant maner Kernault. Adal 9e30 vo an degemer er maner.

Tu'zo deoc'h enskrivañ ho pugel evit un devezh pe meur a hini. Ar mesmestra 'vo graet d'ar 05 ha d'ar 26 a viz even.

N'eus nemet 20 plas , trugarez deoc'h degas en-dro, ar buanañ posubl ho enskrivadurioù er skol, gant ur chekenn (7,50 € dre bugel ha dre zevezh), 4 devezh a-raok an deiz dibabet.

Kontañ a reomp warnoc'h ! Muioc'h a ditouroù d'ar 02 97 87 83 85
pe diwan.anoriant@gmail.com