An SLB Skol-Veur a c'halv da vanifestiñ a-gevred gant ar c'h/Codelib (Kenvodad difenn ar frankizoù diazez a-enep d'an dinaouadurioù surentez) d'ar sadorn 7 a viz Meurzh e Sant-Nazer : "a-enep da voustrerezh al luskad sokial, difennomp hor frankizoù", hag e Naoned...
An SLB Skol-Veur a c'halv da vanifestiñ a-gevred gant ar c'h/Codelib (Kenvodad difenn ar frankizoù diazez a-enep d'an dinaouadurioù surentez) :
D'ar yaou 5 a viz Meurzh da 14e00 dirak lez-varn Naoned a-benn skoazell enkablidi an adunvaniezh da geñver an diviz a zo da vezañ roet da heul o frosez, bet dalc'het d'an 12 a viz C'hwevrer.
D'ar sadorn 7 a viz Meurzh da 15 e 00 dirak lez-varn Sant-Nazer "a-enep da voustrerezh al luskad sokial, difennomp hor frankizoù".
D'ar meurzh 10 a viz Meurzh da 15 e 00 dirak lez-varn Naoned a-benn skoazell ar skolaer Sami Benméziane da geñver an diviz a zo da vezañ roet da heul e brosez, bet dalc'het d'an 23 a viz C'hwevrer.
D'ar meurzh 10 a viz Meurzh da 14 e 00 dirak lez-varn Sant-Nazer a-benn bezañ skoaz-ouzh-skoaz gant enkablidi manifestadeg an 29 a viz Genver.
An tarzh moustrañ a vez er mare-mañ e-keñver al luskadoù sokial e Bro-Naoned pe e lec'h all a c'houlenn ur respont prim ha kreñv a-berzh ar geodedourien tomm ouzh o frankizoù. Bezomp niverus en degouezhioù-se a-benn talañ ouzh ar feulster polis hag ouzh ar youl torfediñ ar stourmoù sokial.
SLB Skol-veur An Naoned
Darempred : slb.naoned@gmail.com
Blog : slb.naoned@over-blog.com
Lec'hienn ar c'h/CODELIB :
Documents liés
-
14289_2
Codelib
Trakt Codelib.
Commentaires (0)
Aucun commentaire pour le moment. Soyez le premier à réagir !