Put your name here

Priz ar Yaouankiz ba Plijidi : un dudi !
Priz ar Yaouankiz ba Plijidi : un dudi !

Chronique
Priz ar Yaouankiz 2021 : Sarah Chedifer ha Paol ar Meur trec'h
Brav an abadenn aozet gant kelennerien Plijidi hag al levraouegerez, ur skipailh efedus a lak abaoe 17 vloavezh Priz ar Yaouankiz da vout dibabet gant al lennerien yaouank
Chronique de Kerne Multimédia

Publié le 2/07/21 23:07 -- mis à jour le 02/07/21 23:07
PAY Plijidi 2021 :
Réalisation :
(86 vues)

Brav an abadenn aozet gant kelennerien Plijidi hag al levraouegerez, ur skipailh efedus a lak abaoe 17 vloavezh Priz ar Yaouankiz da vout dibabet gant al lennerien yaouank. E kreiz bro Dreger, gant daou c'hant skolajiad, ne chom en ti bras hiziv 'met ar re 6vet, niverus e sal vras an hunva. Aketus int chomet da selaou pep skrivagner, o lenn ar pezh o doa skrivet, o selaou rap ar re drede savet war ar skrivagnerien, oc'h eskemm hag o selaou ar skrivagnerien o kontañ kaoz. Plijet int bet gant al levrioù, gant golo pep levr, gant ar skeudennoù diabarzh. Tost tre e oa votadegoù ar re 4re/lise, ken plijet e oant gant pep skrid. Hini Gege Gwenn " E kambr ar stered" a gont istor gwir Resistanted Kreiz Breizh, ha tud yaouank disachet o youl gant ar vezenn Perrot ivez, tud familh Gege. Hag ar skolajidi da dresañ kamp ar Resistanted kichen Boneur, ha da brofañ anezhi da Gege.

Gant Merc'hed ar roue Baco oa bet lakaet ar gomz diwar amzerioù ar merc'hed. Hag ar baotred da eskemm er c'hlas diwar ur sujed ne vez ket komzet kalz diwar e benn. Ha gant Diskornet, un istor faltazi ijinet gant Paol ar Meur e oa bet lakaet ar gomz war al liamm etre an dazont (tud o lakaat o c'horf da vout skornet) hag ar Gelted kozh, gant ur wallenn burzhudus...

Bed ar sorserien oa bet taolennet gant Loeiza an Duigou gant un doare fent a zo dreist. D'ar goulenn "pegeit amzer ho peus kemeret evit skrivañ", souezhet oa bet ar skolajidi da glevet Henri Dorsel da respont : 12 vloaz, pa oa just ur mizvezh evit Gege ha Paol...

Levrioù evit ar yaouankiz, emit-hu ? Levrioù evit an holl. Ha 'giz vez lavaret gant Michel Tournier : "ul levr a blij d'ur bugel daouzeg vloaz a blij d'an holl, kar al lenner diasañ eo..."

An disoc'hoù (425 den yaouank o votiñ e Gwiseni, Kemper, Ar Releg, Plijidi, Sant Ervlan, Gwened)

Priz ar Yaouankiz 6vet/5vet

- Goude marv DJ Mao (51% eus ar mouezhioù)

- Merc'hed ar roue Baco, RJ Kernoa

Priz ar Yaouankiz 4re/lise

- Diskornet, Paol ar Meur (36%)

- Afer Faber, Jakez Erwan Mouton (34%)

Voir aussi :
mailbox
imprimer
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
Gwelout pennadoù all Kerne Multimédia
Vos 0 commentaires
ANTI-SPAM : Combien font 2 multiplié par 2 ?
Cet espace est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. Les pseudos sont tolérés mais ne sont pas encouragés.
MERCI DE RESPECTER LA LANGUE DE L'AUTEUR de l'article et donc des lecteurs. Les articles écrits en français doivent être commentés en français, les articles écrits en breton doivent être commentés en breton. Cacophonie ? Merci de ne pas mélanger les langues dans le même commentaire, sauf pour la traduction intégrale du commentaire.